(20) Lavaret a reaz c’hoas : Ouz petra e comparachin-me rouantelez Doue ? (21) Henvel eo eun tam goell a vez kemeret gant eur vaouez, ha lakeat ganthi en tri muzurad bleud, ken a vez go an toaz holl.
(22) Ha Jesus a iea dre ar c’heariou hag ar villajennou, en eur gelen hag o terc’hel da vond etrezeg Jerusalem.
(23) Hag unan-benag a lavaraz dezhan : Aotrou, ha gwir eo ne vezo salvet nemed neubeud a dud ? (24) Hag hen a lavaraz dezhe : Lakit hoc’h holl boan da antren dre an nor striz ; rag me eo hen lavar deoc’h, kalz a glasko mond ebarz, heb gallout dond a-ben. (25) Pa vezo antreet an tad a famill, ha pa hen devezo serret an nor var he lerc’h, ha pa deuot c’houi, tapet er meaz, da skei var an nor ha da lavaret : Aotrou, Aotrou, digor deomp ; hen a responto : N’ouzon ket euz a beleac’h ez oc’h. (26) C’houi a lavaro neuze : Debri hag eva hon euz great diraz’oud, ha prezeget ec’h euz var hor plasennou public. (27) Hag hen a responto : N’ouzon ket a beleac’h ez oc’h, a lavaran deoc’h ; tec’hit kuit diouzin c’houi holl pere en em ro d’ar fallentez. (28) Eno e vezo gwelvan ha skrign-dent, pa velot Abraham, Isaac, ha Jacob hag an holl brofeted ha pe viot c’houi taolet er meaz. (29) Hag e teuio tud euz ar Sao-heol hag euz ar C’huz-heol, hag euz an Hanter-noz, hag euz ar C’hreiz-deiz, pere a vezo diouc’h taol en rouantelez Doae. (30) Ha setu aman : lod euz ar re diveza a vezo da genta, ha lod euz ar re genta a vezo da ziveza.
(31) Er memeus devez, unan benag euz ar Farizianed a zeuaz da lavaret dezban : En em denn ac’bann, ha kea kuit ; rag Herodes a glask da lakaad d’ar maro. (32) Hag e lavaraz dezhe : It ha livirit d’al louarn-ze : Setu aman, kas a ran kuit an drouk-sperejou, hirio ha varc’hoas ec’h achuan da barea ar re glanv, hag an trede dervez e vezo peur-achu d’in. (33) Koulskoude, red eo d’in bale hirio, varc’hoas hag an deiz varlerc’h, rag ne c’hoarvez gant profet e-bed mervel er meaz euz a Jerusalem. (34) Jerusalem, Jerusalem, te pehini a laka ar brofeted d’ar maro, hag a laz a daoliou mein ar re a vez digasset d’id, na ped gwech em euz-me c’hoanteet dastum da vugale, evel ma tastum ar iar he lapousedigou dindan he diou-askel, ha n’eo ket bet falvezet deoc’h ! (35) Setu breman ho ti o vond da choum goullo, ha me hen la-