Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/155

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
146
SANT LUCAS, XV.

ar peoc’h. (33) Evel-se eta piou-benag en ho touez ha na zilez ket kement hen deuz, na hell ket beza diskibl d’in.

(34) Eun dra vad eo an holen ; mes mar teu an holen da goll he vlaz, gant petra ec’h hallo-hen beza sallet ? (35) N’eo mad, nag evit an douar, nag evit an teil ; hen teurel a rer er meaz. Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet.


CHABISTR XV.


AN holl bublicaned hag ar bec’herien a dostae ouz Jesus evit selaou anezhan. (2) Hag ar Farizianed hag ar Scribed a vurmure hag a lavare : An den-man a zigemer ar bec’herien, hag a zebr assambles ganthe.

(3) Mes hen a lavaraz dezhe ar barabolen-man : (4) Pehini eo an den en ho touez, hag hen deuz kant danvad, mar teu da goll unan anezhe, na lez ket an naonteg ha pevarugent all en dezert, ha n’ez a da glask an hini a zo dianket, ken hen deve her c’havet ; (5) hag o veza her c’havet, n’hen laka ket gant joa var he ziou-skoaz ; (6) hag o veza erruet er gear, ne c’halv he vignoned hag he amezeien, ha ne lavar dezhe : En em rejouissit ganen, rag kavet em euz va danvad pehini a oa dianket ? (7) Me a lavar deoc’h e vezo evel-se muioc’h a joa en env evit eur pec’her hep-ken hag a zistro, eged evit naonteg ha pevar-ugent den just pere n’ho deuz ket ezom a gonversion.

(8) Pe c’hoas, piou eo ar vaouez, pehini he deuz dek pez arc’hant, mar teu da goll unan anezhe, na allum ket eur c’houlaouen, na skub ket an ti ha na glask ket piz, ken he deve hen kavet ; (9) ha pa deve hen kavet, ne c’halv he mignonezed hag he amezeien, ha ne lavar dezhe : En em rejouissit ganen, rag kavet em euz ar pez arc’hant em boa kollet ? (10) Evel-se, e lavaran deoc’h, ez euz joa dirag elez Doue evit eur pec’her hepken hag a zistro.

(11) Lavaret a reaz c’hoas : Eun den hen doa daou vab. (12) Hag ar yaouanka a lavaraz d’he dad : Va zad, ro d’in al loden euz ar madou a dle digouezoud d’in. Hag an tad a bartajaz he vadou etrezhe. (13) Hag eun neubeud deveziou goude, ar mab yaouanka-ze, o veza dastumet kement a oa dezhan, a ieaz kuit da eur vro bell, hag e tispignaz eno he beadra o veva en dizurz. (14) Pa hen doe dispignet kement hen devoa, e c’hoarvezaz eur gernez vraz er vro-ze ; hag e