Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/156

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
147
SANT LUCAS, XV.

commansaz beza en dienez. (15) Hag o veza eat ac’hane, en em lakeaz da vevel gant unan euz a dud ar vro-ze, hag heman a gassaz anezhan d’he zouarou da ziwall ar moc’h. (16) C’hoant hen divije bet da derri he naoun gant ar boued a zebre ar moc’h ; mes den na roe dezhan. (17) O veza eta antreet enhan he-unan, e lavaraz : Pegement a vevelien a zo en ti va zad, hag ho deuz bara ar pez a geront, ha me a zo o vervel gant an naon ! (18) Sevel a rin, hag ez in da gavout va zad, hag e livirin dezhan : Va zad, pec’het em euz a-enep an env hag a-enep d’id ; (19) ha n’ed oun ken dign da veza galvet da vab ; gra d’in evel da unan euz da vevelien. (20) En em lakaad a reaz eta en hent hag e teuaz etrezeg he dad. Hogen, pa oa c’hoas pell, he dad a velaz anezhan, hag hen doe truez outhan, ha g o tiredec d’he gavout, e lammaz ganthan hag e pokaz dezhan. (21) Hag he vab a lavaraz dezhan : Va zad, pec’het em euz a-enep an env hag a-enep d’id, ha n’ed oun ket dign mui da veza galvet da vab. (22) Mes an tad a lavaraz d’he zervicherien : Digassit ar zae gaera, ha gwiskit-hi dezhan, ha likit dezhan eur walen var he viz hag eur boutou en he dreid ; (23) ha digassit al leue lard, ha lazit anezhan ; ha debromp hag en em rejouissomp ; (24) rag ar mab-man d’in a oa maro, hag ez eo deuet d’ar vuez ; kollet e oa, ha setu hen kavet. Hag int a gommansaz d’en em rejouissa. (25) Hogen, he vab hena pehini a oa var ar meaz, a zistroaz, ha pa oe tost ouz an ti, e klevaz ar ganaouen hag an dansou. (26) Hag e c’halvaz unan euz ar servicherien, hag e c’houlennaz diganthan petra a oa anevez. (27) Hag ar servicher a lavaraz dezhan : Da vreur a zo distro d’ar gear, ha da dad hen deuz lazet al leue lard, abalamour m’hen deuz hen kavet a-nevez leun a iec’hed. (28) Mes he-man a zavaz droug en-han, ha na felle ket dezhan mond en ti. He dad a zeuaz eta hag a bedaz anezhan da antreal. (29) Mes hen a respontaz d’he dad : Setu, me a zo o servicha ac’hanoud abaoe ken lies a vloaveziou, heb beza biskoas torret da c’hourc’hemenou, ha koulskoude n’ec’h euz biskoas roet d’in eur c’havric evit gallout en em rejouissa assambles gant va mignoned. (30) Mes kerkent ha ma’z eo distroet ar mab-se d’id, goude beza debret he vadou gant merc’hed fall, ec’h euz lakeat laza al leue