Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/157

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
148
SANT LUCAS, XVI.

lard evithan. (31) Hag he dad a lavaraz dezhan : Va mab ! te a zo bepred ganen, ha kement em euz a zo d’id. (32) Mes red-mad e oa en em rei d’ar joa ha d’al levenez, rag ar breurman d’id a oa maro hag ez eo deuet d’ar vuez ; kollet e oa, ha setu hen kavet.


CHABISTR XVI.


J ESUS a lavare ive d’he ziskibien : Eun den pinvidic hen doa eur mevel hag a oa tamallet diraz’han da veza gwall implijet he vadou. (2) He Aotrou hen galvaz eta hag a lavaraz dezhan : Petra a glevan-me lavaret divar da ben ? Rent count d’in euz an implij ec’h euz great euz va danvez ; rag ne halli ken a-viziken gouarn va madou. (3) Neuze ar mevel a lavaraz enhan he-unan : Petra a rin-me, pa’z eo gwir va mestr a lam va c’harg diganen ? Na hellan ket labourat an douar, ha mêz em befe o vond da glask an aluzen. (4) Me a oar petra a rin, evit gallout, pa vezo lammet va c’harg diganen, kaout tud d’am digemer en ho ziez. (5) Neuze e c’halvaz, an eil goude egile, kement hini a dlie eun dra-benag d’he Aotrou, hag e lavaraz d’ar c’henta : Pegement a dleez-te d’am Aotrou ? (6) He-man a respontaz : Kant muzurat eol. Hag ar mevel a lavaraz dezhan : Setu aze da villet ; azez aman, ha scriv rag-tal eur billet a hanterkant. (7) Goude-ze e lavaraz da unan all : Ha te, pegement a dleez-te ? He-man a lavaraz : Kant muzurat gwiniz. Hag ar mevel a lavaraz dezhan : Kemer da villet, ha gra d’in eur billet a bevar-ugent. (8) Hag ar mestr a roaz meulodi d’ar mevel disleal-ze dre ma oa bet habil en kement-se ; rag bugale ar bed-man a zo finnoc’h en ho generation, eged bugale ar sclerijen.

(9) Ha me a lavar deoc’h : Gounezit mignoned gant ar madou injust, evit gallout, pa zigwezo deoc’h mervel, beza recevet ganthe en tabernaclou eternel. (10) An hini a zo fidel en traou dister a vezo ive fidel en traou braz ; hag an hini a zo disleal en traou dister a vezo disleal ive er re vraz. (11) Evel-se ma n’ed oc’h ket bet fidel er madou injust, piou a fizio enoc’h ar madou gwirion ? (12) Ha ma n’ed oc’h ket bet fidel gant ar pez a zo d’ar re all, piou a roio deoc’h ar pez a zo deoc’h ?

(13) Servicher e-bed na hell servicha daou vestr ; rag, pe e kasaio unan, hag e karo egile ; pe otraraant hen devezo at-