Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/158

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
149
SANT LUCAS, XVI.

tachamant ouz unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servicha Doue ha Mammon.

(14) Ar Farizianed, pere a oa tud avarisius, a zelaoue kement-se holl, hag a rea goab anezhan.

(15) Hag hen a lavaraz dezhe : Evidoc’h-hu, c’houi a glask tremen evit tud just dirag an dud ; mes Doue a anavez ho calonou ; rag ar pez a zo huel dirag an dud a zo eun abomination dirag Doue. (16) Al lezen hag ar brofeted a ia bete Ian ; abaoe an amzer-ze rouantelez Doue a zo prezeget, ha pep hini a ia ebarz dre fors. (17) Mes kentoc’h e tremeno an env hag an douar eged na vanko an distera lizeren euz al lezen. (18) Piou-benag a gas kuit he vreg, hag a zimez da unan all, a ra avoultriach, hag an neb a zimez d’an hini a zo bet kasset kuit gant he fried, a ra avoultriach.

(19) Bez’ e oa eun den pinvidic hag a oa gwisket gant pourpr ha gant lien moan, hag a veve bemdez e-kreiz an abondans hag al lorc’haj. (20) Bez’ e oa ive eun den paour, hanvet Lazar, hag a oa gourvezet e-tal he zor, goloet a c’houliou ; (21) ha karet hen dije gallout terri he naoun gant ar bruzun a gweze divar daol an den pinvidic ; hag ar chass zo-ken a zeue, hag a lippe he c’houliou. (22) Hogen digwezoud a reaz d’an den paour mervel, hag e oe douget gant an elez var galon Abraham ; an den pinvidic a varvaz ive, hag e oe sebeliet. (23) Hag o veza en ifern, e-kreiz an tourmanchou, e savaz he zaou-lagad, hag e velaz Abraham a-ziabell, ha Lazar var he galon ; (24) hag hen o crial, a lavaraz : Abraham, va zad, kemer truez ouzin, ha digas Lazar, evit ma lakai pen he viz en dour, da freskaad d’in va zeod : rag gwall dourmantet oun e-kreiz an tan-man. (25) Mes Abraham a respontaz : Va mab, dalc’h sonj penaos ec’h euz bet da vadou e-pad da vuez, pa hen deuz bet Lazar he boaniou ; breman ez eo consolet, ha te a zo en tourmanchou. (26) Ouzpen-ze, eun abim braz a zo etre c’houi ha ni, en hevelep doare ar re a fellfe dezhe mond ac’halen beteg enoc’h, na halfent ket ; na ken neubeud ar re a fellfe dezhe dond ac’halese beteg enomp. (27) Neuze an den pinvidic a lavaraz : Da bedi a ran eta Abraham, va zad, da gas Lazar da di va zad, (28) (rag bez’ em euz pemp breur), evit ma vezo test dezhe var gement-man, gant aoun na zeufent ive ho-unan el leac’h-man a dourmant.