rag int a vezo rassaziet. (7) Eürus ar re drugarezus ; rag int a gavo trugarez. (8) Eürus ar re bur a galon ; rag int a velo Doue. (9) Eürus an dud a beoc’h ; rag int a vezo galvet bugale Doue. (10) Eürus ar re a zo persecutet abalamour d’ar justis ; rag rouantelez an envou a zo dezhe. (11) Eürus e vefet pa zeui an dud da ober rebechou deoc’h, d’ho persecuti, ha da lavaret e-gaou pep seurt droug a-enep deoc’h, abalamour d’in ; (12) en em laouenait ha tridit gant ar joa, rag ho recompans a vezo braz en envou ; rag evel-se eo ho deuz persecutet ar brofeted a zo bet araog deoc’h.
(13) C’houi eo holen an douar ; mes mar koll an holen he vlaz, gant petra e vezo hen sallet ? N’eo mui mad da netra, nemed da veza taolet er meaz, ha da veza mac’het gant treid an dud. (14) C’houi a zo sclerijen ar bed : eur gear diazezet var eur menez na hell ket beza kuzet ; (15) ha ne alumer ket eur c’houlaouen evit he lakaad dindan eur boezel, mes var eur c’hantoleur, hag e ro sclerijen d’ar re holl a zo en ti. (16) Ra sclerio evel-se ho sclerijen dirag an dud, evit ma velint ho mad-oberou, ha ma c’hlorifiint ho Tad pehini a zo en envou.
(17) Na zonjit ket e ven deuet evit diskar al lezen pe ar brofeted ; n’oun ket deuet evit diskar, mes evit accomplissa. (18) Rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, bete ma vezo tremenet an env hag an douar, na dremeno euz al lezen eur iota hep-ken pe eur poentic euz a eul lizeren, ken na vezo accomplisset holl. (19) Piou-benag eta a doro unan euz ar bihana euz ar gourc’hemenou-man, hag a gelenno evel-se d’an dud, a vezo galvet ar bihana en rouantelez an envou ; mes piou-benag ho grai hag ho desko d’ar re all, hennes a vezo galvet braz en rouantelez an envou. (20) Rag me a lavar deoc’h : Ma n’ez a ket ho chustis dreist hini ar Scribed hag ar Farizianed, na antreot ket en rouantelez an envou.
(21) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret d’ar re goz : Na lazi ket ; ha piou-benag a lazo a vezo punissabl dre ar barnerien. (22) Hogen me a lavar deoc’h penaos piou-benag en em laka en coler ouz he vreur, hep caoz, a vezo punissabl dre an tribunal ; ha piou-benag a lavaro d’he vreur : Raka (den neant), a vezo punissabl dre ar c’honseil ; hag an hini a lavaro dezhan : Diot, a vezo punissabl dre dân an ifern. (23) Rag-se mar digassez da