Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/160

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
151
SANT LUCAS, XVII.

ho mouez, a lavaraz : Jesus, Mestr, bez truez ouzimp ! (14) Jesus pa velaz anezhe, a lavaraz dezhe : It, hag en em ziskouezit d’ar veleien. Hag e c’hoarvezaz pa oant o vond, ma oent neteet euz ko lorgnez. (15) Hag unan anezhe, o velet e oa rentet pare, a zistroaz var he c’hiz en eur veuli Doue a vouez huel ; (16) hag en em daolaz e c’harz treid Jesus, he visach ouz an douar, o renta grasou dezhan. Hogen he-man a oa eur Samaritan. (17) Jesus o komz outhan, a lavaraz : Ha n’int-hi ket bet pareet ho dek ? Peleac’h eta eo choumet an nao all ? (18) N’euz nemed an estranjour-man hag a zo distroet evit renta gloar da Zoue. (19) Neuze e lavaraz dezhan : Sav alese, kea, da feiz hen deuz da zaveteet.

(20) Ar Farizianed, o veza goulennet diganthan peur e teuje rouantelez Doue, e respontaz dezhe : Rouantelez Doue na zeuio ket gant apparans ; (21) ha ne vezo ket lavaret : Setu-hen aman, pe : Setu-hen a-hont ; rag setu, ema rouantelez Doue en ho kreiz.

(22) Hag e lavaraz d’an diskibien : Dond a rai an deiziou ma ho pezo c’hoant da velet unan euz deiziou Mab an den, ha n’her gwelot ket. (23) Hag e vezo lavaret deoc’h : Setu-hen aman, pe : Setu-hen a-hont ; n’ez it ket, ha n’ho heullit ket. (24) Rag e-c’hiz ma lugern al luc’heden euz an eil pen an oabl beteg egile, evel-se ive ec’h apparisso Mab an den pa zeuio he zeiz. (25) Mes red eo dezhan da genta gouzanv kalz ha beza nac’het gant ar generation-man. (26) Hag ar pez a c’hoarvezaz en deiziou Noe, a c’hoarvezo ive en amzer Mab an den : (27) an dud a zebre, a eve, a zimeze, hag a roe en priedelez, beteg an deiz ma c’hantreaz Noe ebarz an arc’h ; hag an diluch a zeuaz hag ho distrujaz holl. (28) Kement-se ive a c’hoarvezaz en amzer Lot ; an dud a zebre, a eve, a brene, a verze, a blante hag a zave tiez ; (29) mes en deiz ma sortiaz Lot euz a Sodom, eur glao tan ha soufr a gwezaz euz an env, hag ho distrujaz holl ; (30) evel-se e c’hoarvezo ive en devez ma c’happarisso Mab an den. (31) En deiz-ze, an neb a vezo var an doen, hag hen devezo he veubl ebarz an ti, diwallo da zisken evit ho c’has ganthan ; hag er memeus doare, an neb a vezo er meziou, diwallo da zistrei var he c’hiz. (32) Dalc’hit sonj euz a vreg Lot. (33) Piou-benag a glasko savetei he vuez, he c’hollo ; ha piou-benag a gollo anezhi, he c’havo.