Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/171

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
162
SANT LUCAS, XXII.

ar Pask. (2) Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a glaske an tu da lakaad Jesus d’ar maro ; rag aoun ho doa rag ar bobl.

(3) Hogen an Diaoul a antreaz en calon Judas, les-hanvet Iscariot, pehini a oa unan euz an daouzec. (4) Mond a reaz eta hag e komzaz gant prinsed ar veleien ha gant chefou ar re a ziwalle an templ, var an doare d’hen livra dezhe. (5) Ar re-man ho doe joa ouz kement-se, hag ec’h accordjont rei arc’hant dezhan. (6) Ha Judas a roaz he c’her. Hag e klaske eun occasion vad d’hen livra dezhe heb trouz.

(7) Koulskoude devez ar bara heb goell a erruaz en pehini e oa red laza an oan Pask. (8) Ha Jesus a gassaz Per ha Ian, en eur lavaret dezhe : It da brepari ar Pask evit m’hen debrimp. (9) Int a lavaraz dezhan : En pe leac’h e fell d’id e preparfemp anezhan ? (10) Hag e lavaraz dezhe : Pa antreot en kear, en em gavo ganeoc’h eun den o tougen eur podad dour ; it var he lerc’h en ti ma c’hantreo ; (11) ha livirit da berc’hen an ti : Ar mestr a lavar d’id : Pe leac’h ema ar zal en pehini e tebrin ar Pask gant va diskibien ? (12) Hag hen a ziskouezo deoc’h eur zal vraz d’an neac’h, meublet mad ; preparit eno ar Pask. (13) Ar re-man eta, o veza eat kuit, a gavaz pep-tra evel m’hen doa lavaret dezhe, hag e preparjont ar Pask.

(14) Ha pa oe deuet an heur, hen en em lekeaz ouz taol, hag an daouzec abostol ganthan. (15) Hag e lavaraz dezhe : Eur c’hoant vraz em boa da zibri ar Pask-man ganeoc’h araog souffr. (16) Rag me a lavar deoc’h n’hen debrin mui, ken a vezo accomplisset en rouantelez Doue. (17) Hag o veza kemeret ar c’halir ha rentet grasou, e lavaraz : Kemerit anezhan, hag hen distribuit etrezoc’h. (18) Rag me a lavar deoc’h, ne evin mui euz a frouez ar winien, ken a vezo deuet rouantelez Doue.

(19) Neuze e kemeraz bara, hag o veza rentet grasou, hen toraz hag hen roaz dezhe, en eur lavaret : He-man eo va c’horf, pehini a zo roet evidoc’h ; grit kement-man en memor ac’hanoun. (20) Er memeus doare, goude beza koaniet, e roaz dezhe ar c’halir, en eur lavaret : Ar c’halir-man eo an allians nevez em goad, pehini a zo skuliet evidoc’h. (2l) Hogen, setu, dorn an hini a drahis ac’hanoun a zo ouz an daol-man ganen. (22) Evit ar pez a