Ne gavan netra da damal en den-man. (5) Mes int a zalc’he muioc’h-mui varnezhan, en eur lavaret : Lakaad a ra ar hobl d’en em zevel, en eur brezeg dre ar Jude holl, adaleg ar Galile beteg aman.
(6) Pa glevaz Pilat komz euz ar Galiie, e c’houlennaz hag an den-ze a oa Galilead. (7) Hag o veza klevet e oa euz a c’houarnamant Herodes, e kassaz anezhan da gavoud Herodes, pehini a oa ive en Jerusalem en deiziou-ze.
(8) Pa velaz Herodes Jesus, hen devoe eur joa vraz, rag abaoe pell amzer hen doa c’hoant d’he velet, o veza m’hen doa klevet lavaret kalz a draou divar he ben ; hag e oa en gortoz d’he velet oc’h ober eur miracl-benag. (9) Goulen a reaz eta meur a dra diganthan ; mes Jesus na respontaz netra dezhan. (10) Ha prinsed ar veleien hag ar Scribed a oa eno, hag e tamallent anezhan gant coler. (11) Mes Herodes koulz hag he zoudarded hen tretaz gant disprijans ; hag evit ober goab anezhan, e lekeaz hen gwiska gant eur zae gaer, hag hen kassaz da gavout Pilat. (12) En deiz-ze ive Pilat hag Herodes a zeuaz da veza mignoned ; rag araog e oa droug etrezhe.
(13) Neuze Pilat, o veza assamblet prinsed ar veleien, ar barnerien, hag ar bobl, a lavaraz dezhe : (14) Digasset hoc’h euz an den-man d’in, tamallet ganeoc’h da lakaad ar bobl d’en em zevel ; ha koulskoude, pa em euz hen interrojet dirazoc’h, n’em euz kavet anezhan coupabl a hini euz an torfedou a damallit dezhan ; (15) nag Herodes ken neubeud ; rag kasset em euz ac’hanoc’h d’hen kavout ; ha setu n’hen deuz great netra da veritout ar maro. (16) Rag-se, goude beza hen castizet, e laoskin anezhan.
(17) Hogen, bep gouel e tlie accordi dezhe liberte eur prizonnier. (18) En em lakaad a rejont eta da grial holl assambles : Laka he-man d’ar maro, ha laosk ganeomp Barabbas. (19) Hogen, Barabbas a oa bet lakeat er prizon abalamour da eur revolt a oa o’hoarvezet en kear, hag abalamour da eur muntrerez.
(20) Pilat a gomzaz a-nevez outhe, gant ar c’hoant hen doa da leuskel Jesus. (21) Mes int a gommansaz da grial, en eur lavaret : Crucifi, Crucifi, anezhan. (22) Hag e lavaraz dezhe an trede gwech : Pe seurt droug eta hen deuz hen great ? n’am euz kavet netra enhan hag a verit ar maro. Me eta a bunisso anezhan, ha neuze e