Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/176

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
167
SANT LUCAS, XXIII.

laoskin anezhan. (23) Mes int a zalc’he muioc’h-mui da c’houlen, en eur grial var bouez ho fen ma vije crucifiet ; hag ho c’hri-fors hag hini prinsed ar veleien a greske bepred. (24) Neuze Pilat a c’hourc’hemenaz ma vije great ar pez a c’houlennent. (25) Hag e laoskaz ganthe an hini a oa bet lakeat er prizon evit eur revolt hag evit eur muntr, pa her goulennent ; hag e laoskaz Jesus en ho bolontez.

(26) Ha pa oant ouz hen kas ganthe, e kemerjont eun den euz a Zyren, hanvet Simon, pehini a oa o tond divar ar meaz, hag e lekejont ar groaz varnezhan, evit he dougen var lerc’h Jesus.

(27) Hag eur foul vraz a bobl hag a c’hragez a iea var he lerc’h, hag a skoe var boull ho c’halon hag a hirvoude divar he ben. (28) Mes Jesus o tistrei outhe, a lavaraz : Merc’hed Jerusalem, na welit ket varnoun-me, mes gwelit varnoc’h hoc’h-unan ha var ho pugale ; (29) rag dond a rai an deiziou ma vezo lavaret : Eürus ar gragez difrouez, ar c’hovou n’ho deuz ket douget, hag ar bronou n’ho deuz ket roet da zena ! (30) Neuze en em lakaint da lavaret d’ar meneziou : Kwezit varnomp, ha d’an tossennou : Goloit ac’hanomp. (31) Rag mar greont kement-se d’ar c’hoat glaz, petra a raint-hi d’ar c’hoat sec’h ?

(32) Digas a rent ive ganthe daou dorfetour all, evit ho lakaad d’ar maro assambles ganthan.

(33) Ha pa oent erruet el leac’h hanvet Calvar (pen-maro), e crucifijont anezhan eno, hag an dorfetourien, unan a-zeo, hag egile a-gleiz. (34) Mes Jesus a lavare : Va Zad, pardon dezhe, rag na ouzont ket petra a reont.

Neuze, e lodenjont he zillad, hag e tenjont d’ar zort varnezhe.

(35) Ar bobl a choume eno hag a zelle. Hag ar chefou a rea goab assambles gant ar bobl, en eur lavaret : Saveteet hen deuz ar re all, ra en em zavetao eta he-unan, mar d’eo ar C’hrist, an hini choazet gant Doue. (36) Ar zoudarded ive, o tostaad evit kinnig dezhan gwin-egr, a rea goab anezhan, hag a lavare : (37) Mar d’oud roue ar Judevien, en em zaveta da-unan.

(38) Ha bez’ e oa ive a-uz d’he ben ar c’homzou-man scrivet en gregach, en latin hag en hebrach : He-man eo Roue ar JUDEVIEN.

(39) Unan euz an dorfetourien a oa crucifiet a insulte anezhan ive, en eur lavaret :