roaz Ian, pa gassaz ar Judevien euz a Jerusalem beleien ha servicherien an templ da c’houlen diganthan : Piou oud-te ? (20) Hen anzav a reaz, ha n’hen nac’haz ket ; hen anzav a reaz, en eur lavaret : N’e ket me eo ar C’hrist. (21) Piou oud-te eta, a c’houlenjont diganthan ? Ha te eo Elias ? Hag e lavaraz : N’e ket me eo. Ha te eo ar profet ? Hag e respontaz : Nann. (22) Lavaret a rejont eta dezhan : Piou oud-te ? evit ma c’hellimp renta respont d’ar re ho deuz hon digasset. Petra a leverez-te ac’hanoud da-unan ? (23) Hen a lavaraz : Me eo mouez an hini a gri ebarz an dezert : Plenait hent an Aotrou, evel ma hen deuz lavaret ar profet Isaias.
(24) Hogen, ar re a oa bet kasset d’he gavoud a oa Farizianed. (25) Goulen a rejont diganthan : Perag eta e vadezez-te, ma n’oud nag ar C’hrist, nag Elias, nag ar profet ? (26) Ian a respontaz dezhe hag a lavaraz : Evidoun, me a vadez en dour ; mes bez’ ez euz unan en ho touez, ha na anavezit ket. (27) Hennes eo an hini a zeu var va lerc’h hag a zo dreist-oun-me, ha n’ed oun ket dign da zilassa dezhan ar c’horreou euz he voutou. (28) Kement-man a c’hoarvezaz en Bethabara, en tu all d’ar Jourdan, el leac’h ma oa Ian o vadezi.
(29) An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz : Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed. (30) He-man eo an hini euz a behini e lavaren : Dond a ra var va lerc’h eun den hag a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa. (31) Evidoun-me n’hen anavezen ket ; mes deuet oun da vadezi en dour, evit ma vezo diskouezet da Israel.
(32) Ian a roaz c’hoas an desteni-man, en eur lavaret : Gwelet em euz ar Spered o tisken euz an env evel eur goulm, hag o choum varnezhan. (33) Evidoun-me, n’hen anavezen ket ; mes an hini hen deuz va digasset da vadezi en dour, hen deuz lavaret d’in : An hini var behini e veli ar Spered o tisken, hag o choum, hennes eo an hini a vadez er Spered-Santel. (34) Hag em euz gwelet, hag em euz testeniet eo hennes Mab Doue.
(35) An deiz varlerc’h, Ian a oa c’hoas eno, gant daou euz he ziskibien, (36) hag o velet Jesus o vale, e lavaraz : Setu aze Oan Doue. (37) Hag an daou diskibl, o veza klevet anezhan