a zo leun a joa o klevet mouez ar pried ; hag al laouenedigez-ze, pehini eo va hini-me, a zo parfet. (30) Red eo dezhan creski, ha d’in-me bihanaad. (31) An hini a zeu euz an neac’h, a zo dreist an holl ; an hini a zeu euz an douar a zo euz an douar, hag a gomz euz an douar ; an hini a zo deuet euz an env a zo dreist an holl. (32) Ha testeni a ro euz a gement hen deuz gwelet ha klevet ; mes den na receo he desteni. (33) An hini hen deuz recevet he desteni hen deuz siellet penaos Doue a zo gwirion. (34) Rag an hini a zo bet digasset gant Doue, a lavar komzou Doue, rag Doue na ro ket dezhan ar Spered dre vuzur. (35) An Tad a gar ar Mab, hag hen deuz lakeat pep tra etre he zaouarn. (36) An hini a gred er Mab hen deuz ar vuez eternel ; mes an hini na zent ket ouz ar Mab na velo ket ar vuez, mes coler Doue a choum varnezhan.
A ouvezaz eta an Aotrou, penaos ar Farizianed ho doa klevet e rea hag e vadeze muioc’h a ziskibien eged Ian, (2) (koulskoude n’e ket Jesus he-unan a vadeze, mes he ziskibien), (3) e kuiteaz ar Jude, hag e tistroaz er Galile. (4) Hogen red e oa dezhan tremen dre ar Samari.
(5) En em gavoud a eure eta en eur gear euz ar Samari, hanvet Sikar, tost d’an douar a oa bet roet gant Jacob d’he vab Josef. (6) Eno e oa punz Jacob. Jesus eta skuiz gant an hent, a azezaz e-kichen ar punz ; e oa var-dro ar c’houec’hved heur. (7) Eur vaouez euz a Samari o veza deuet da denna dour, Jesus a lavaraz dezhi : Ro d’in da eva. (8) Rag he ziskibien a oa eat en kear da brena boued. (9) Ar vreg-se a Samari a respontaz dezhan : Penaos, te pehini a zo Judeo, e c’houlennez-te da eva diganen-me eur zamaritanes ? (Rag ar Judevien na zarempredont ket ar Samaritaned).
(10) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi : Ma c’hanavezjez donezon Doue, ha piou eo an hini a lavar d’id : Ro da eva d’in, e c’houlenjez diganthan da-unan, hag e roche d’id dour beo. (11) Ar vaouez a lavaraz dezhan : Aotrou, n’ec’h euz netra evit tenna dour, hag ar punz a zo doun ; a be leac’h eta e pefe-te an dour beo-ze ? (12) Daoust ha te a zo brassoc’h eget Jacob hon tad, pehini hen deuz roet deomp ar punz-man, hag hen deuz evet he--