Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/189

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
180
SANT IAN, IV.


(31) Koulskoude, he ziskibien ouz he bedi, a lavare dezhan : Mestr, debr eta. (32) Mes hen a lavaraz dezhe : Bez’ em euz da zibri eur boued ha na anavezit ket. (33) An diskibien a lavare eta etrezhe an eil d’egile : Daoust hag unan-benag hen defe digasset dezhan boued da zebri ?

(34) Jesus a lavaraz dezhe : Va boued-me eo ober bolontez an hini hen deuz va digasset, ha peur-ober he oeuvr. (35) Ha na livirit-hu ket ez euz c’hoas pevar miz a-ben ma teuio an eost ? Setu, me hen lavar deoc’h : Savit ho taoulagad, ha sellit ouz ar meziou a zo dija o venna evit an eost. (36) An hini a zastum an eost a receo he bae hag a zastum frouez evit ar vuez eternel, evit ma c’hello an hini a had en em rejouissa ive gant an hini a zastum. (37) Rag en kement-man, ar gomz-man a zo gwir : Unan a had, hag eun all a ved. (38) Me em euz ho kasset da eosti el leac’h ma n’oc’h euz ket labouret ; re all ho deuz labouret, ha c’houi a zo eat var ho labour.

(39) Hogen, kalz a Zamaritaned euz ar gear-ze a gredaz enhan, abalamour da gomz ar vaouez pehini he doa rentet an desteni-man : Hennes hen deuz lavaret d’in-me kement tra em euz great. 40) Ar Samaritaned eta, o veza deuet d’hen kavout, hen pedaz da choum ganthe ; hag e choumaz eno daou devez. (41) Ha kalz muioc’h a zeuaz da gredi o klevet he gomz he-unan. (42) Hag e lavarent d’ar vaouez : N’e ket abalamour d’ar pez ec’h euz lavaret deomp e credomp breman ; rag klevet hon euz hon-unan, hag ec’h ouzomp ez eo he-man en gwirionez ar C’hrist, Salver ar bed.

(43) Daou devez goude, ez eaz kuit ac’hane, hag ez eaz d’ar Galile, (44) rag Jesus hen doa lavaret he-unan penaos eur profet n’eo ket henoret en he vro he-unan. (45) Pa oe eta erruet er Galile, ar C’halileed hen digemeraz mad, o veza m’ho doa gwelet an holl draou hen doa great en Jerusalem e-pad ar gouel ; rag int ive a oa eat d’ar gouel. (46) Jesus a zeuaz eta adare da Gana en Galile, el leac’h m’hen doa troet an dour en gwin.

Hogen en Capernaüm e oa eun Aotrou euz a balez ar roue, hag hen doa eur mab klanv. (47) An den-ze, o veza klevet e oa deuet Jesus euz ar Jude er Galile, a ieaz d’hen kavout, hag a bedaz anezhan da zisken evit iac’haad he vab, rag prest e oa da vervel. (48) Jesus a lavaraz dezhan : C’houi