Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/191

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
182
SANT IAN, V.

ganez da vele ha kerz ? (13) Mes an hini a oa bet iac’heet na ouie ket piou e oa hennes ; rag Jesus a oa en em dennet en kuz, rag kalz a dud a oa eno.

(14) Eur pennad goude, Jesus a gavaz anezhan en templ, hag a lavaraz dezhan : Setu te bet pareet ; na bec’h mui, gant aoun na c’hoarvezfe ganez eun dra-benag gwassoc’h. (15) An den-ze a ieaz kuit, hag a ziscleriaz d’ar Judevien e oa Jesus hen doa iac’heet anezhan.

(16) Abalamour da ze, ar Judevien a zalc’he da heuil Jesus, hag a glaske hen lakaad d’ar maro, abalamour m’hen doa great kement-se deiz ar sabbat. (17) Mes Jesus a lavaraz dezhe : Va Zad a labour bete vreman, ha me a ra ive. (18) Dre-ze ar Judevien a glaske c’hoas muioc’h-mui hen lakaad d’ar maro, n’e ket hep-ken abalamour ma tore ar sabbat, mes c’hoas abalamour ma lavare e oa Doue he Dad, oc’h en em ober he-unan par da Zoue.

(19) Jesus, o komz outhe, a lavaraz : E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Ar Mab na hell ober netra anezhan he-unan nemed gwelet a rafe an Tad ouz hen ober ; rag kement a ra an Tad ar Mab hen gra ive. (20) Rag an Tad a gar ar Mab, hag a ziskouez dezhan kement a ra. Hag e tiskouezo dezhan oberou brassoc’h eged ar re-man, evit ma viot souezet. (21) Rag, evel ma teu an Tad da resussita ar re varo ha da rei ar vuez dezhe, evel-se ive ar Mab a ro ar vuez d’ar re a fell dezhan. (22) An Tad na varn den e-bed, mes roet hen deuz peb barn d’ar Mab. (23) Evit ma teui an holl da henori ar Mab, evel ma c’henoront an Tad. An hini na henor ket ar Mab, na henor ket an Tad hen deuz digasset anezhan.

(24) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An hini a zelaou va c’homz, hag a gred en hini hen deuz va digasset, hen deuz ar vuez eternel, ha na zeu ket dindan ar varnedigez, mes tremenet eo euz ar maro d’ar vuez. (25) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Dond a ra an amzer, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue, hag ar re ho devezo he c’hlevet a vevo. (26) Rag, evel ma hen deuz an Tad ar vuez enhan he-unan, evel-se hen deuz roet ive d’ar Mab da gaoud ar vuez enhan he-unan. (27) Ha roet hen deuz dezhan ar galloud da varn,