diskennet euz an env, hag a ro ar vuez d’ar bed.
(34) Lavaret a rejont dezhan : Aotrou, ro deomp bepred euz ar bara-ze.
(35) Ha Jesus a respontaz dezhe : Me eo ar bara a vuez ; an hini a zeu d’am c’havout, n’hen devezo biken naoun, hag an hini a gred enoun n’hen devezo biken sec’hed. (36) Mes hen lavaret em euz deoc’h, gwelet oc’h euz ac’hanoun, ha na gredit ket. (37) Kement a ro an Tad d’in a zeuio d’am c’havoud, hag an hini a zeu d’am c’havoud na daolin ket anezhan er meaz. (38) Rag me a zo diskennet euz an env, n’e ket evit ober va bolontez va-unan, mes bolontez an hini hen deuz va digasset. (39) Hogen setu aman bolontez an Tad pehini hen deuz va digasset, ma ne gollin hini euz ar re hen deuz roet d’in, mes ma resussitin anezhe en deiz diveza. (40) Houman eo bolontez an hini hen deuz va digasset, ma teui kement hini a zell ouz ar Mab hag a gred enhan, da gaoud ar vuez eternel ; ha me hen resussito en deiz diveza.
(41) Ar Judevien eta a vurmure a-enep dezhan abalamour ma lavare : Me eo ar bara diskennet euz an env. (42) Hag e lavarent : Ha n’e ket hennes eo Jesus, mab Josef, a behini ec’h anavezomp an tad hag ar vam ? Penaos eta ec’h hell lavaret : Me a zo diskennet euz an env ?
(43) Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : Na vurmurit ket evel-se etrezoc’h. (44) Den ebed na hell dond d’am c’havout, ma ne zeu an Tad pehini hen deuz va digasset d’hen lakaad da zond ; ha me a resussito anezhan en deiz diveza. (45) Scrivet eo er brofeted : Holl e vezint disket gant Doue. Kement hini hen deuz selaouet an Tad hag a zo bet disket ganthan, a zeu d’am c’havout. (46) N’e ket m’hen defe den gwelet an Tad, nemed an hini a zeu euz a Zoue ; hennes hen deuz gwelet an Tad. (47) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : An hini a gred enoun hen deuz ar vuez eternel. (48) Me eo ar bara a vuez. (49) Ho tadou ho deuz debret ar mann en dezert, hag ez int marvet. (50) Heman eo ar bara a zo diskennet euz an env, evit na varvo ket an hini a zebro euz anezhan. (51) Me eo ar bara beo a zo diskennet euz an env ; mar deu unan-benag da zebri euz ar bara-man, e vevo da viken ; hag ar bara a roin-me, eo va c’hig. Hen rei a rin evit buez ar bed.