Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/204

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
195
SANT IAN, IX.

re ho doe gwelet diagent penaos e oa dall, a lavare : Ha n’e ket he-man eo an hini a oa azezet, hag a c’houlenne an aluzen ? (9) Darn a lavare : Hennes eo ; darn all : Henvel eo outhan ; hen he-unan a lavare : Me eo. (10) Lavaret a rejont eta dezhan : Penaos eo bet digoret d’id da zaou-lagad ? (11) Hen a respontaz : Eun den a c’halver Jesus hen deuz great fank, hag hen deuz frotet va daou-lagad, hag hen deuz lavaret d’in : Kea da lenn Siloe, hag en em walc’h enhi. Eat oun bet eta hag ez oun en em walc’het, hag e velan sclear. (12) Ar re-man a lavaraz dezhan : Pe leac’h ema an den-ze ? Hen a lavaraz : Na ouzon ket.

(13) Kas a rejont d’ar Farizianed an hini a oa bet dall. (14) Hogen, deiz ar sabbat e oa, pa hen doa Jesus great ar fank, ha pa hen doa digoret he zaou-lagad dezhan. (15) Ar Farizianed eta a c’houlenne ive diganthan penaos hen doa kavet ar gwelet. Hag hen a lavaraz dezhe : Lakeat hen deuz fank var va daou-lagad, hag ez oun en em walc’het, hag e velan. (16) Neuze darn euz ar Farizianed a lavare : An den-ze n’eo ket a-beurz Doue, pa’z eo gwir na vir ket ar sabbat. Darn all a lavare : Penaos ec’h helfe eun den fall ober eur seurt burzudou ? Ha n’en em glevent ket etrezhe. (17) Lavaret a rejont eta adare d’an dall : Ha te, petra a leverez-te euz anezhan, pa hen deuz digoret d’id da zaou-lagad ? Hen a respontaz : Eur prof et eo.

(18) Mes ar Judevien na gredjont ket e oa bet dall an den-ze, hag hen doa kavet ar gwelet, ken ho doe galvet he dad hag he vam. (19) Hag e c’houlenjont diganthe evelhen : Hag he-man eo ho mab, pehini a livirit a zo deuet dall var an douar ? Penaos eta ez eo deuet da velet breman ? (20) He dad hag he vam a respontaz : Gouzoud a reomp ez eo hor mab, hag ez eo ganet dall ; (21) mes ne ouzomp ket penaos e vel breman, na piou hen deuz digoret he zaoulagad dezhan. En oad ema, goulennit diganthan, komz a rai evithan he-unan.

(22) He dad hag he vam a lavaraz kement-se, abalamour m’ho doa aoun rag ar Judevien ; rag ar Judevien ho doa dija decidet, mar teuje unan-benag da anzav e oa Jesus ar C’hrist, e vije taolet er meaz euz ar sinagog. (23) Abalamour da ze eo e lavaraz he dad hag he