Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/207

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
198
SANT IAN, X.

c’huitaad, hag ar galloud d’he c’hemeret a-nevez ; an urz-man em euz bet digant va Zad.

(19) Neuze e savaz a-nevez eun disput e-touez ar Judevien, abalamour d’ar c’homzou-ze. (20) Ha kalz anezhe a lavare : Eun diaoul a zo ganthan, ha n’ema ket en he skiant vad ; perag e selaouit-hu anezhan ? (21) Darn all a lavare : Ar re-ze n’int ket komzou eun den possedet gant eun diaoul. Daoust hag eun diaoul a hell digeri daou-lagad ar re dall ?

(22) Hogen, en amzer-ze e oat o celebri e Jerusalem gouel an Dedi, hag ar goanv a oa o ren.

(23) Evel ma oa Jesus o vale en templ, e porched Salomon, (24) ar Judevien en em zastumaz en dro dezhan, hag a lavaraz dezhan : Pegeit e talc’hi-te hor spered en douetans ? Mar d’oud ar C’hrist hen lavar freaz deomp.

(25) Jesus a respontaz dezhe : Hen lavaret em euz deoc’h, ha na gredit ket ; an oberou a ran en hano va Zad a rent testeni ac’hanoun. (26) Mes c’houi na gredit ket, rag n’oc’h ket euz va denved, evel ma em euz lavaret deoc’h. (27) Va denved a glev va mouez, ha me a anavez anezhe, hag int a heul ac’hanoun. (28) Rei a ran dezhe ar vuez eternel, ha biken ne vezint kollet, ha den n’ho dilammo euz va dorn. (29) Va Zad, pehini hen deuz ho roet d’in, a zo brassoc’h eged an holl ; ha den na hell ho dilemmel euz dorn va Zad. (30) Me hag an Tad a zo unan.

(31) Neuze ar Judevien a gemeraz adare mein evit meina anezhan. (32) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Meur a ober mad em euz great dirazoc’h a-beurz va Zad ; evit pehini anezhe e veinit-hu ac’hanoun ? (33) Ar Judevien a respontaz dezhan : N’e ket evit eun ober mad eo e veinomp ac’hanoud, mes evit eur blasphem, hag abalamour, o veza eun den, en em rez Doue. (34) Jesus a respontaz dezhe : Ha n’eo ket scrivet en ho lezen : Lavaret em euz : C’houi a zo doueou ? (35) Mar he deuz galvet doueou ar re da bere e teue ger Doue (hag ar Scritur na hell ket beza dianzavet), (36) ha lavaret a rit-hu e vlaspheman, ha me bet santifiet gant va Zad ha digasset er bed, abalamour ma em euz lavaret : Me eo Mab Doue ? (37) Ma na ran ket oberou va Zad, na gredit ket ac’hanonn. (38) Mes mar gran anezhe, ha pa na gredfec’h ket ac’hanoun, credit d’am oberou, evit ma