Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/209

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
200
SANT IAN, XI.


(17) Pa oe erruet Jesus, e kavaz Lazar a oa er bez abaoe pevar devez dija.

(18) Hogen Bethani a oa vardro pemzec stad euz a Jerusalem. (19) Ha kalz a Judevien a oa deuet da gavout Martha ha Mari, evit ho c’honsoli divarben ho breur. (20) Pa glevaz eta Martha e oa Jesus o tond, ez eaz d’he zialben ; mes Mari a choume azezet en ti.

(21) Ha Martha a lavaraz da Jesus : Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet ; (22) mes gouzoud a ran penaos, breman memeus, kement tra a c’houlenni digant Doue, Doue hen roio d’id. (23) Jesus a lavaraz dezhi : Da vreur a resussito. (24) Martha a lavaraz dezhan : Gouzoud a ran e resussito d’ar resurrection, en deiz diveza. (25) Jesus a lavaraz dezhi : Me eo ar resurrection hag ar vuez ; an hini a gred enoun, ha pa ve maro, a vevo. (26) Ha piou-benag a vev hag a gred enoun, na varvo biken. Ha credi a rez-te an dra-ze ? (27) Hi a lavaraz dezhan : Ia, Aotrou, me a gred ez oud ar C’hrist, Mab Doue, pehini a dlie dond er bed.

(28) Goude ma he doe lavaret kement-se, ez eaz kuit hag e c’halvaz e-kuz, Mari, he c’hoar, hag e lavaraz dezhi : Ar mestr a zo aman, hag e c’halv ac’hanoud. (29) Kerkent ha ma klevaz hou-man kement-se, e savaz diouc’h-tu, hag e teuaz d’he gavoud. (30) Hogen, Jesus ne oa ket c’hoas antreet er bourg, mes e oa c’hoas el leac’h ma oa deuet Martha d’hen kavout. (31) Neuze ar Judevien a oa gant Mari en ti, hag a gonsole anezhi, pa veljont e oa savet ker buhan, hag eat er meaz, a ieaz var he lerc’h en eur lavaret : Mond a ra d’ar bez da wela eno.

(32) Pa oe erru Mari el leac’h ma oa Jesus, ha pa velaz anezhan, hi en em daolaz d’he dreid hag a lavaraz dezhan : Aotrou, ma vijez bet aman, va breur na vije ket marvet. (33) Pa velaz Jesus anezhi o wela, hag ar Judevien a oa deuet assambles ganthi o wela ive, e oe trubuillet en he spered, hag e oe glac’haret ; hag e lavaraz : (34) Pe leac’h hoc’h euz-hu hen lekeet ? Bespont a rejont dezhan : Aotrou, deuz da velet. (35) Ha Jesus a welaz. (36) Var-ze ar Judevien a lavare : Gwelit pegement e karie anezhan. (37) Mes darn anezhe a lavaraz : Pa hen deuz digoret daou-lagad an dall, ha na helle ket ive miret ouz he-man da vervel ?