Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/212

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
203
SANT IAN, XII.

grial : Hosanna ! benniget ra vezo roue Israel, pehini a zeu en hano an Aotrou !

(14) Ha Jesus, o veza kavet eun azenic, a azezaz varnezhan, evel ma’z eo scrivet : (15) Na pe ket a aoun, merc’h Sion ; setu da roue o tond, azezet var eubeul eun azenez. (16) He ziskibien na gomprenjont ket kement-se da genta ; mes pa oe glorifiet Jesus, neuze e teuaz memor dezhe penaos e oa scrivet an traou-man divar he ben, hag e oant bet c’hoarvezet ganthan.

(17) Hag ar bobl a oa ganthan pa hen doa galvet Lazar euz ar bez, ha pa hen doa resussitet anezhan a-douez ar re varo, a rente testeni dezhan. (18) Hag ar bobl a oa eat ive d’he zialben, abalamour m’ho doa klevet hen doa great ar miracl-ze. (19) Ar Farizianed a lavaraz eta etrezhe : Gwelet a rit, na c’hounezit netra ; setu an holl o vond var he lerc’h.

(20) Hogen, bez’ e oa eur Grek-benag e-touez ar re a oa pignet evit adori e-pad ar gouel. (21) Ar re-man a zeuaz da gavout Philip, hag a oa euz a Vethsaïda en Galile ; (22) hag e pedjont anezhan, en eur lavaret : Aotrou, ni a garfe gwelet Jesus. Philip a zeuaz hag a lavaraz kement-se da Andre, hag Andre ha Philip hen lavaraz da Jesus ; (23) ha Jesus a respontaz dezhe : Deuet eo an heur ma tle beza glorifiet Mab an den. (24) E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h : Ma na varv ket ar c’hreunen winiz, goude ma vez taolet en douar, e choum he-unan ; mes mar marv, e toug kalz a frouez. (25) An hini a gar he vuez he c’hollo ; hag an hini a gassa he vuez er bed-man, a gonservo anezhi evit ar vuez eternel. (26) Mar deu unan-benag d’am zervicha, ra heullio ac’hanoun ; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va servicher ; ha mar servich unan-benag ac’hanoun, an Tad a henoro anezhan. (27) Breman va ene a zo troublet ; ha petra a livirin-me ? . . . . Va Zad, delivr ac’hanoun euz an heur-man ! mes evit se eo ez oun deuet en heur-man.

(28) Va Zad, glorifi da hano. Neuze e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz : He c’hlorifiet em euz, hag he c’hlorifia a rin c’hoas. (29) Hag ar bobl a oa eno, hag ho doa klevet, a lavare e rea kurun ; re all a lavare : Eun eal hen deuz komzet outhan. (30) Jesus a gomzaz hag a lavaraz : N’e ket evidoun-me eo deuet ar vouez-ze, mes evidoc’h-hu. (31) Breman eo ema barnedigez