fiet Mab an den, ha Doue a zo glorifiet enhan. (32) Mar d’eo Doue glorifiet enhan, Doue ive a c’hlorifio anezhan enhan he-unan, hag heb dale hen glorifio. (33) Va bugale vihan, evit eun neubeud amzer em oun c’hoas ganeoc’h ; c’houi a glasko ac’hanoun, hag, evel ma em euz hen lavaret d’ar Judevien, hen lavaran deoc’h ive breman : Na hellit ket dond el leac’h ma’z an. (34) Eur gourc’hemen nevez a roan deoc’h ; Ma en em garot an eil egile ; ma en em garot an eil egile, evel ma em euz-me ho karet. (35) Dre an dra-man e c’hanavezo an holl ez oc’h va diskibien, mar hoc’h euz karantez an eil evit egile.
(36) Simon Per a lavaraz dezhan : Aotrou, pe leac’h ez ez-te ? Jesus a respontaz dezhan : Na hellez ket breman va heullia el leac’h ma’z an ; mes va heullia a ri divezatoc’h. (37) Per a lavaraz dezhan : Aotrou, perag na hellan-me ket da heullia breman ? Rei a rin va buez evidoud. (38) Jesus a respontaz dezhan : Ha te a roi da vuez evidoun-me ! E gwirionez, e gwirionez hen lavaran d’id, na gano ket ar c’hilloc, ken n’az pezo va nac’het teir gwech.
A lezit ket ho calon da veza troublet ; credi a rit en Doue, credit ive enoun-me. (2) Bez’ ez euz meur a choumach en ti va Zad ; ma na vije ket, em bije hen lavaret deoc’h. Me a ia da brepari eur plas deoc’h. (3) Ha pa vezin eat ac’halen, ha pa em bezo preparet eur plas deoc’h, me a zeuio adare d’ho kerc’had, evit ma viot c’houi el leac’h ma vezin-me. (4) Ha gouzoud a rit pe leac’h ez an, hag anaoud a rit an hent.
(5) Thomas a lavaraz dezhan : Aotrou, na ouzomp ket pe leac’h ez ez ; ha penaos e c’hellomp-ni gouzoud an hent ? (6) Jesus a lavaraz dezhan : Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez ; den na zeu d’an Tad nemed dreizoun. (7) Mar ho pije va anavezet, ho pije ive anavezet va Zad ; hag a-vreman ec’h anavezit anezhan, hag hoc’h euz hen gwelet.
(8) Philip a lavaraz dezhan : Aotrou, diskouez deomp an Tad, ha kement-se a vezo awalc’h deomp. (9) Jesus a lavaraz dezhan : Keit all a zo emoun ganeoc’h, ha n’ec’h euz ket c’hoas anavezet ac’hanoun, Philip ! An hini hen