ganthan, ha n’e ket evel ar Scribed.
A oe diskennet Jesus divar ar menez, eur foul braz a bobl a heuliaz anezhan.
(2) Ha setu, eun den lor a zeuaz hag en em brosternaz dirazhan, en eur lavaret : Aotrou, mar fell d’id, ec’h hellez va netaad. (3) Ha Jesus a astennaz he zorn, hag a douchaz anezhan, en eur lavaret : Fellout a ra d’in, bez net. Ha diouc’h-tu e oe neteet euz he lorgnez. (4) Neuze Jesus a lavaraz dezhan : Laka evez na liviri an dra-man da zen ; mes kea en em ziskouez d’ar beleg, hag offr an donezon gourc’hemenet gant Moises, evit ma vezo kement-se da desteni dezhe.
(5) Ha Jesus o veza antreet en Cafernaüm, eur c’hantener a zeuaz d’he gavout, o pedi anezhan, hag o lavaret : (6) Aotrou ! va mevel a zo gourvezet er gear klanv gant ar paralizi, hag eman en gwall boan. (7) Ha Jesus a lavaraz dezhan : Mond a rin, hag e iac’hain anezhan. (8) Hag ar c’hantener, o respont, a lavaraz : Aotrou ! n’oun ket dign ec’h antrefez dindan va zoen ; mes lavar eur ger hep-ken, ha va mevel a vezo iac’heet. (9) Rag evidoun-me, petra benag m’az oun dindan otorite tud-all, em euz dindanoun soudarded, hag e lavaran da unan : Kea, hag ez a ; ha da eun all : Deuz, hag e teu ; ha d’am mevel : Gra an dra-man, hag hen her gra. (10) Pa glevaz Jesus kement-se, e oe souezet, hag e lavaraz d’ar re a heulie anezhan : E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’em euz ket kavet eur feiz ker braz, memeus en Israel. (11) Rag-se e lavaran deoc’h e teuio kalz euz ar Zao-heol hag euz ar C’hus-heol, hag ec’h azezint ouz taol gant Abraham, Isaac ha Jacob, en rouantelez an envou, (12) mes bugale ar rouantelez a vezo taolet en devalijen a ziaveaz ; eno e vezo gwelvan ha skrign-dent. (13) Neuze Jesus a lavaraz d’ar c’hantener : Kea, ha ra vezo great d’id evel ma ec’h euz credet ; hag he vevel a oe rentet pare var an heur-ze.
(14) Ha Jesus, o veza deuet en ti Per, a velaz he vam-gaer var he gwele klanv gant an derzien. (15) Hag hen a douchaz ouz he dorn, hag an derzien a guitaazanezhi ; hag hi a zavaz, hag a zervichaz anezhe.
(16) Ha pa oe deuet an abardaez, e oe digasset dezhan kalz hag a oa dalc’het gant drouk-sperejou, hag hen a gassaz kuit