Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/220

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
211
SANT IAN, XVI.

testeni, rag ganen emoc’h adaleg ar pen-kenta.


CHABISTR XVI.


AN traou-man em euz lavaret deoc’h, evit na viot ket scandalizet. (2) Ho teurel a raint er meaz euz ar sinagogou ; ha dond a ra memeus an heur ma credo renta servich da Zoue piou-benag ho lakai d’ar maro. (3) Kement-se a raint deoc’h, abalamour n’ho deuz anavezet na va Zad, na me. (4) Mes lavaret em euz deoc’h an traou-man, evit, pa vezo deuet an amzer, m’ho pezo sonj em euz ho lavaret deoc’h. N’em euz ket ho lavaret deoc’h adaleg ar pen-kenta, abalamour ma oann assambles ganeoc’h.

(5) Mes mond a ran breman da gavoud an hini hen deuz va digasset, hag hini ac’hanoc’h na c’houlen diganen : Da be leac’h ez ez ? (6) Mes, abalamour ma em euz lavaret an traou-man deoc’h, ho calon a zo deuet da veza leun a dristidigez.

(7) Koulskoude, ar wirionez a lavaran deoc’h, talvoudec eo deoc’h ma’z afen kuit ; rag ma n’ez an ket kuit, ar C’honsolator na zeuio ket d’ho kavout ; mes mar d’an kuit, me hen digasso deoc’h. (8) Ha pa vezo deuet, hen a ziskouezo ez eo ar bed coupabl er pez a zell euz ar pec’hed, ar justis hag ar varnedigez : (9) euz ar pec’hed, abalamour ne gredont ket enoun ; (10) euz ar justis abalamour m’az an da gavout va Zad, ha n’am gwelot mui ; (11) euz ar varnedigez, rag prins ar bed-man a zo dija barnet.

(12) Beza em euz c’hoas kalz a draou da lavaret deoc’h ; mes n’oc’h ket c’hoas evit ho zouten. (13) Mes pa vezo deuet hennes, ar Spered a wirionez, e cunduo ac’hanoc’h en holl wirionez, rag n’eo ket anezhan he-unan e komzo, mes lavaret a rai kement hen devezo klevet, hag e tisclerio deoc’h an traou da zond. (14) Hen eo a c’hlorifio ac’hanoun, rag kemeret a rai euz ar pez a zo d’in, hag hen annonso deoc’h.

(15) Kement hen deuz va Zad, a zo d’in-me ; abalamour da ze eo em euz lavaret e kemero ar pez a zo d’in, hag hen annonso deoc’h.

(16) C’hoas eur pennadic amzer, ha n’am gwelot mui ; ha c’hoas eur pennadic goude, hag e velot ac’hanoun adare, rag mond a ran da gavoud an Tad.

(17) Ha lod euz he ziskibien a lavaraz an eil d’egile : Petra