Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/226

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
217
SANT IAN, XIX.

ket euz ar bed-man ; ma vije va rouantelez euz ar bed-man, va zervicherien a gombatje evit na vijen ket livret d’ar Judevien ; mes breman va rouantelez n’ema ket euz ar bed-man. (37) Neuze Pilat a lavaraz dezhan : Roue oud eta ? Jesus a respontaz : Te hen lavar ; roue oun, evit an dra-ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez. (38) Pilat a lavaraz dezhan : Petra eo ar wirionez ?

Ha goude beza lavaret kement-se, ez eaz er meaz adare da gavoud ar Judevien, hag e lavaraz dezhe : Ne gavan crim e-bed en den-ze. (39) Hogen, evel ma ema ar c’hiz en ho touez e laoskfen en liberte eur prizonier- benag en amzer ar Pask, ha c^houi a fell deoc’h e laoskfen deoc’h roue ar Judevien ? (40) Neuze e crijont holl adare : Nann, n’e ket he-man ; mes Barabbas : Hogen Barabbas a oa eun torfetour.


CHABISTR XIX.


PILAT eta a lakeaz kemeret Jesus, hag hen skourjeza. (2) Hag ar zoudarded o veza great eur gurunen spern, a lakeaz anezhi var he ben, hag e lekejont en-dro dezhan eur vantel bourpr. (3) Hag e lavarent dezhan : Salud, roue ar Judevien ; hag e roent crabanadou dezhan.

(4) Pilat a ieaz adare er meaz, hag e lavaraz dezhe : Setu, hen digas a ran er meaz deoc’h, evit ma ouezot n’em euz kavet crim e-bed enhan. (5) Jesus eta a zeuaz er meaz, en eur zougen ar gurunen spern hag ar vantel bourpr. Ha Pilat a lavaraz dezhe : Setu aman an den. (6) Mes pa velaz prinsed ar veleien hag ar serjanted anezhan, e crijont a-bouez ho fen : Crucifi, crucifi anezhan ! Pilat a lavaraz dezhe : Kemerit anezhan hoc’h-unan ha crucifiit anezhan ; rag me na gavan crim e-bed enhan. (7) Ar Judevien a respontaz dezhan : Bez’ hon euz eul lezen, hag hervez hon lezen e tle mervel, abalamour ma’z eo en em c’hreat Mab Doue.

(8) Pa glevaz Pilat ar gomz-ze, hen doe c’hoas mui a aoun. (9) Mond a reaz eta adare er pretouar, hag e lavaraz da Jesus : A be leac’h oud-de ? Mes Jesus na roaz respont e-bed dezhan. (10) Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Ne leverez netra d’in ? Ha na ouzoud-te ket penaos em euz ar