galloud da grucifia ac’hanoud, hag ar galloud d’az telivra ? (11) Jesus a respontaz dezhan : Te n’az pije galloud e-bed var-n’oun, ma na vije bet roet d’id euz an neac’h ; dre-ze an hini hen deuz va livret d’id hen deuz brassoc’h pec’hed.
(12) Divar-neuze Pilat a glaske an tu d’hen delivra ; mes ar Judevien a grie : Mar leuskez an den-ze, n’oud ket mignon da Cezar ; rag piou-benag en em c’hra roue en em laka a-enep Cezar. (13) Pa glevaz Pilat ar gomz-ze, e kassaz Jesus er meaz, hag ec’h azezaz var he dribunal, el leac’h hanvet ar Pave, hag en hebrach Gabbatha.
(14) (Hogen, deiz preparation ar Pask e oa, ha var-dro ar c’houec’hved heur); hag hen a lavaraz d’ar Judevien: Setu aze ho roue. (15) Mes int a grie : Tenn, tenn anezhan euz hon touez, crucifi anezhan ! Pilat a lavaraz dezhe : Ha crucifia a rin-me ho roue ? Prinsed ar veleien a respontaz : N’hon euz roue e-bed nemed Cezar. (16) Neuze e livraz anezhan dezhe evit beza crucifiet. Kemer a rejont eta Jesus, hag her c’hasjont ganthe.
(17) Ha Jesus, o tougen he groaz, a zeuaz d’al leac’h a zo galvet leac’h ar Pen-maro, hag a zo galvet en hebrach Golgotha ; (18) eno e crucifijont anezhan, ha daou all ganthan, unan a bep tu, ha Jesus er c’hreiz.
(19) Pilat a reaz ive eur scrid hag hen lekeaz var ar groaz ; hag e oa scrivet varnezhan : Jesus a nazaret, roue ar judevien. (20) Kalz eta euz ar Judevien a lennaz ar scrid-ze, rag al leac’h en pehini e oa crucifiet Jesus a oa tost da gear ; hag e oa scrivet en hebrach, en gregach hag en latin. (21) Ha prinsed ar veleien euz ar Judevien a lavaraz da Bilat : Na scriv ket : Roue ar Judevien ; mes scriv penaos hen deuz lavaret : Me eo roue ar Judevien. (22) Pilat a respontaz : Ar pez em euz scrivet, em euz scrivet.
(23) Neuze ar zoudarded, goude m’ho doe crucifiet Jesus, a gemeraz he zillad, hag e rejont peder loden, unan evit pep hini anezhe; kemeret a rejont ive ar zae ; mes ar zae ne oa gri e-bed enhi, hag e oa euz ar memeus gwiad, adaleg an neac’h beteg an traon. (24) Lavaret a rejont eta an eil d’egile : Na rogomp ket anezhi, mes tennomp d’ar sort da biou e vezo ; evit ma vije accomplisset ar gomz-man euz ar Scritur : Partajet ho deuz va dillad etrezhe, hag ho deuz taolet va zae