den difeiz, mes eun den hag a gred. (28) Thomas a respontaz hag a lavaraz dezhan : Va Aotrou ha va Doue ! (29) Jesus a lavaraz dezhan : Abalamour ma ec’h euz va gwelet, Thomas, ec’h euz credet ! Eürus ar re n’ho deuz ket gwelet, hag ho deuz credet !
(30) Jesus a reaz c’hoas dirag he ziskibien kalz a viraclou all, pere n’int ket scrivet el levr-man. (31) Mes an traou-man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.
OUDE-ZE, Jesus en em ziskouezaz adare d’an diskibien tost da vor Tiberiad, ha setu penaos en em ziskouezaz : (2) Simon Per, ha Thomas, hanvet Didimus, Nathanael, pehini a oa euz a Gana en Galile, mipien Zebede ha daou all euz he ziskibien a oa assambles. (3) Simon Per a lavaraz dezhe : Mond a ran da besketa. Hag e leverjont dezhan : Ni a ia ive ganez. Hag ez ejont, hag e pignjont rag-tal er vag ; mes en noz-ze ne dapjont netra.
(4) Pa pa deuet ar mintin, Jesus en em gavaz var an aod ; mes an diskibien na ouient ket e oa hen Jesus. (5) Jesus a lavaraz dezhe : Bugale ha n’hoc’h euz-hu netra da zebri ? Int a respontaz dezhan : Nann. (6) Hag e lavaraz dezhe : Taolit ar roued en tu deo euz ar vag, hag e kavot. He deurel a rejont eta, ha na hellent mui hen tenna er meaz gant ar bern pesked a oa enhan. (7) Rag-se an diskibl a oa karet gant Jesus, a lavaraz da Ber : An Aotrou eo ! Pa glevaz Simon Per e oa hennes an Aotrou, e lekeaz he zae var-c’horre (rag en noaz e oa), hag en em daolaz er mor. (8) Mes an diskibien all a deuaz gant ar vag, o stleja ar roued leun a besked, rag ne oant diouz an douar nemed var-dro daou c’hant ilinad.
(9) Pa oent diskennet d’an douar, e veljont eno glaou beo, ha pesked varnezhe, ha bara. (10) Jesus a lavaraz dezhe : Digassit euz ar pesked emoc’h o paouez kemeret. (11) Simon Per a bignaz a-nevez, hag a dennaz ar roued d’an douar, hag hen leun a gant tri hag hanter kant pesk braz, ha petra-benag ma oa kement-se, na doraz ket ar roued. (12) Jesus a lavaraz dezhe : Deuit da leina. Hogen hini euz an