Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/234

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
225
ACTOU AN EBESTEL, I.

e-pad ma save d’an neac’h, daou zen gwisket en gwenn (11) en em brezantaz dezhe, hag a lavaraz : Tud a C’halile, perag e choumit-hu aze da zellet ouz an env ? Ar Jesus-se, pehini a zo bet savet diganeoc’h en env, a zistroio er memeus doare ma hoc’h euz gwelet anezhan o sevel d’an env.

(12) Neuze e tistrojont da Jerusalem, euz ar menez a c’halver Olived, pehini a zo eur sabbat bale euz a Jerusalem. (13) Ha pa oent en em gavet, e pignjont er gambr huella e pe leac’h e choume Per, Jakes, Ian, Andre, Philip, Thomas, Bartheleme, Maze, Jakes, mab Alphe, Simon Zelotes, ha Jud, breur Jakes. (14) Ar re-man holl a gendalc’he a-unvan er beden hag er supplication, gant ar gragez, ha Mari, mam Jesus, ha gant he vreudeur.

(15) En deiziou-ze, Per, o sevel e-kreiz an diskibien, a oa dastumet assambles e niver a c’houec’h-ugent den, pe var-dro, a lavaraz dezhe :

(16) Tud breudeur, red e oa ma vije accomplisset ar pez a zo bet profetiset gant ar Spered-Santel dre c’henou David, divarben Judas, pehini a zo bet rener ar re ho deuz kemeret Jesus. (17) Rag hennes a oa unan ac’hanomp, hag he lod hen deuz bet er garg-man.

(18) Mes prenet hen deuz eur park gant arc’hant he dorfet, hag o veza en em daolet d’an traon, ez eo bet freuzet dre he greiz, hag he holl entraillou a zo deuet er meaz euz anezhan. (19) (Kement-man a zo bet anavezet gant holl habitanted Jerusalem, en hevelep doare m’az eo bet galvet ar park-se, en ho langach ho-unan, Akeldama, da lavaret eo, Park ar goad.) (20) Rag scrivet eo e levr ar Salmou : Ra zeuio he di da veza dezert, ha ra na vezo den o choum enhan ; ha : Ra gemero unan all he garg.

(21) Red eo eta e teufe unan, a-douez ar re a zo bet ganeomp e-pad an holl amzer ma hen deuz bevet Jesus en hon touez, (22) adaleg badiziant Ian, beteg an deiz ma eo bet an Aotrou kemeret diganeomp, da veza test assambles ganeomp euz he resurrection.

(23) Neuze e prezantjont daou : Josef, hanvet Barsabas, lez-hanvet Just, ha Matthias. (24) Hag en eur bedi, e leverjont : Te, Aotrou, hag a anavez calonou an holl, diskouez deomp pehini euz an daou-man ec’h euz choazet ; (25) evit ma hen devezo lod er garg hag en abostolach hen deuz Judas