Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/243

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
234
ACTOU AN EBESTEL, V.

deuet, e c’halvjont assambles ar Sanhedrin hag holl Conseil ar re Ancien euz a vugale Israel ; hag e kasjont tud d’ar prizon da gerc’hat an ebestel. (22) Mes pa zeuaz ar serjanted, n’ho c’havjont ket er prizon ; distrei a rejont eta, hag e tisclerjont kement-se, (23) en eur lavaret : Kavet hon euz ar prizon serret mad hag ar gwarded dirag an norojou en ho za ; mes pa hon euz digoret, n’hon euz kavet den ebarz.

(24) Pa ho doe ar beleg-braz, cabiten an templ, ha prinsed ar veleien, klevet kement-se, ne ouient petra da zonjal divarben an ebestel, na petra a c’hoarvezje var gement-se. (25) Mes unan-benag a zeuaz, hag a lavaraz dezhe : An dud-se ho poa lakeat er prizon, setu emaint en templ, o kelen ar bobl. (26) Neuze ar c’habiten a ieaz gant ar serjanted, hag a zigassaz anezhe hep ho forci re-holl ; rag aoun ho doa rag beza meinet gant ar bobl. (27) Pa ho doe ho digasset, e lekejont anezhe dirag ar Sanhedrin. Hag ar beleg-braz a c’houlennaz diganthe evel-hen : (28) Ha n’hon euz-ni ket difennet stard ouzoc’h prezeg en hano-ze ? Ha setu hoc’h euz leuniet Jerusalem gant ho toctrin, hag e fell deoc’h lakaad goad an den-ze da gweza varnomp.

(29) Mes Per hag an ebestel all a respontaz : Red eo senti ouz Doue kentoc’h eged ouz an dud. (30) Doue hon tadou hen deuz resussitet Jesus, pehini hoc’h euz lakeat d’ar maro, en eur staga anezhan ouz ar groaz. (31) Doue hen deuz savet anezhan en tu-deo dezhan, evel ar Prins hag ar Zalver, evit rei da Israel ar gonversion hag ar remission euz ar pec’hejou. (32) Ha ni a zo testou dezhan euz an traou-man, kerkoulz hag ar Spered-Santel, pehini a zo bet roet gant Doue d’ar re a zent outhan.

(33) O klevet kement-se, e skrignent ho dent, hag en em guzulent evit ho lakaad d’ar maro. (34) Mes eur Farizian, hanvet Gamaliel, eun doctor euz al lezen, henoret gant an holl bobl, a zavaz er Sanhedrin, hag a c’hourc’hemenaz lakaad an ebestel er meaz, evit eur pennadic. (35) Hag e lavaraz dezhe : Tud a Israel, likit evez mad petra hoc’h euz da ober e-kenver an dud-ze. (36) Rag, n’euz ket pell e savaz Theudas, en eur lavaret e oa eun dra-benag ; var-dro pevar-c’hant den en em lakeaz a-du ganthan ; mes hennes a oe lazet, hag ar re holl ho doa credet anezhan a oe dispartiet