Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/245

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
236
ACTOU AN EBESTEL, VII.

gog a hanver sinagog an dud liberet, hag euz a hini ar Cyreneed hag an Alezandrined, ha tud euz a Cilicia ha bro an Azi, a zavaz da zisput a-enep Stefan. (10) Ha na hellent ket herzel ouz ar furnez hag ar Spered dre behini e komze. (11) Neuze e c’hounezjont tud da lavaret : Ni hon euz klevet anezhan o lavaret gwall-gomzou a-enep Moises hag a-enep Doue. (12) Lakaad a rejont eta ar bobl, hag ar re Ancien, hag ar Scribed da zevel ; hag oc’h en em deurel varnezhan, e crogjont enhan, hag e kasjont anezhan ganthe d’ar Sanhedrin ; (13) hag e lekejont testou faoz, pere a lavare : An den-man na baouez da lavaret komzou a vlasphem a-enep al leac’h santel-man hag a-enep al lezen. (14) Rag klevet hon euz anezhan o lavaret penaos Jesus, an Nazaread-se, a zistrujo al leac’h-man, hag a chencho an ordrenansou roet deomp gant Moises. (15) Hag evel m’ho doa ar re holl a oa azezet er Sanhedrin ho daoulagad batet varnezhan, e veljont he visach henvel ouz bisach eun eal.


CHABISTR VII.


NEUZE ar beleg-braz a lavaraz da Stefan : Hag evel-se eo ema an traou-ze ?

(2) Ha Stefan a lavaraz : Tud breudeur ha tadou, selaouit. An Doue a c’hloar en em ziskouezaz d’hon tad Abraham, pa edo er Mezopotami, araog ma teuaz da choum en Carran ; (3) hag e lavaraz dezhan : Kea er meaz euz da vro hag euz da gerentiach, ha deuz d’ar vro a ziskouezin d’id. (4) Neuze e sortiaz euz a vro ar C’haldeed, hag e teuaz da choum en Carran. Ac’hane, goude ma oe maro he dad, Doue a reaz dezhan dond d’ar vro-man en pehini e choumit breman, (5) ha ne roaz dezhan heritach e-bed enhi, nann zo-ken eun troatad douar ; mes prometi a reaz rei dezhan ar vro-ze, ha d’he lignez var he lerc’h, petra-benag n’hen doa bugel e-bed. (6) Ha Doue a gomzaz evel-hen : Da lignez a ielo da choum en eur vro estranjour, e-pad pevar c’hant vloaz ; hag e vezo rentet en esclavach, ha gwall-dretet. (7) Mes me, eme an Aotrou, a varno ar bobl dindan behini e vezint bet esclaved, ha goude-ze e teuint er meaz, hag e servichint ac’hanoun el leac’h-man. (8) Neuze e roaz dezhan an allians euz ar circoncision ; hag evel-se hen doe Abraham eur mab, Isaac, hag e circoncisaz anezhan an eizved devez, hag