(27) Mes an hini a wall-drete he nessa, a voutaz anezhan, en eur lavaret : Piou hen deuz lakeat ac’hanoud da vestr ha da varner varnomp-ni ? (28) Ha c’hoant ec’h euz d’am laza, evel ma c’heuz lazet deac’h an Ejyptian ? (29) Var ar gomz-ze, Moises a dec’haz kuit, hag a choumaz evel estranjour en douar Madian, hag eno hen doe daou vab. (30) Daou-ugent vloaz goude-ze, eal an Aotrou en em ziskouezaz dezhan en dezert menez Sina, e-kreiz ar flammou-tan euz eur voden spern o tevi. (31) Pa velaz Moises kement-man, e oe souezet gant ar pez a vele ; hag evel ma tostae evit he c’honsideri, mouez an Aotrou a gomzaz outhan, en eur lavaret : (32) Me eo Doue da dadou, Doue Abraham, Doue Isaac, ha Doue Jacob. Ha Moises a grene, ha na grede ket sellet. (33) Neuze an Aotrou a lavaraz dezhan : Tenn da voutou euz da dreid ; rag al leac’h e pehini emoud a zo douar santel. (34) Gwelet ha consideret em euz affliction va fobl a zo en Ejypt, hag em euz klevet ho c’hlemmou, hag ez oun diskennet evit ho delivra. Deuz eta breman, hag e kassin ac’hanoud en Ejypt. (35) Ar Moises-ze pehini ho doa taolet kuit diouthe, en eur lavaret : Piou hen deuz da lakeat da vestr ha da varner ? hennes eo a oe kasset gant Doue da rener ha da liberatour, dre zorn an eal a oa en emziskouezet dezhan er voden-spern. (36) Hennes eo an hini ho zennaz er meaz, en eur ober burzudou ha miraclou en douar an Ejypt, er mor Ruz, hag en dezert, e-pad daou-ugent vloaz. (37) Ar Moises-ze eo an hini a lavaraz da vugale Israel : An Aotrou ho Toue a zavo deoc’h eur profet euz a-douez ho preudeur, henvel ouzin ; selaouit anezhan. (38) Hennes eo an hini, pa oa assamblet ar bobl en dezert, a oa o komz gant an eal var menez Sina, ha gant hon tadou, hag a recevaz komzou a vuez evit ho rei deomp. (39) Hon tadou ne fellaz ket dezhe senti outhan, mes hen teurel a rejont diouthe, hag e tistrojont en ho c’halon d’an Ejypt, (40) en eur lavaret da Aaron : Gra deomp doueou hag a gerzo en hon raog ; rag evit ar Moises-ze pehini hen deuz hon tennet euz a zouar an Ejypt, na ouzomp ket petra eo deuet da veza. (41) Hag e rejont eul leue en deiziou-ze, hag ec’h offrjont sacrifisou d’an idol, hag e oent karget a joa euz al labouriou great gant ho daouarn ho-unan. (42) Mes Doue a droaz divar-
Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/247
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
238
ACTOU AN EBESTEL, VII.