Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/250

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
241
ACTOU AN EBESTEL, VIII.

ne oa ket c’hoas diskennet var hini anezhe ; mes badezet hep-ken e oant bet en hano an Aotrou Jesus. (17) Neuze an ebestel a astennaz ho daouarn varnezhe, hag e recevjont ar Spered-Santel.

(18) Mes Simon, o velet e oa roet ar Spered-Santel dre an ebestel oc’h asten ho daouarn var an dud, a ginnigaz arc’bant dezhe, en eur lavaret : (19) Roit d’in-me ive ar galloud-ze, evit ma teui kement hini a astennin va daouarn varnezhan da receo ar Spered-Santel. (20) Mes Per a lavaraz dezhan : Ra berisso da arc’hant assambles ganez, pa c’heuz credet ec’h heller prena donezon Doue gant arc’hant. (21) N’ec’h euz na perz na loden e-bed en affer-man ; rag da galon n’e ket eün dirag Doue. (22) Bez keuz eta euz da fallagriez, ha ped Doue, evit ma vezo pardonet d’id, mar d’eo possubl, ar sonjezon-ze euz da galon. (23) Rag gwelet a ran ez oud en eur vestl c’houero meurbed hag en liammou ar fallagriez. (24) Mes Simon a respontaz hag a lavaraz : Pedit c’houi an Aotrou evidoun, evit na c’hoarvezo netra ganen euz ar pez hoc’h euz lavaret.

(25) Goude beza eta roet testeni hag annonset ger an Aotrou, e tistrojont da Jerusalem, hag e prezegjont an Aviel en kalz euz a vourkou ar Samaritaned.

(26) Hogen eun eal euz an Aotrou a gomzaz ouz Philip, hag a lavaraz dezhan : Sav, ha kea var-zu ar c’hreisteiz, var an hent dezert a zisken euz a Jerusalem da Gaza. (27) Hen a zavaz, hag en em lekeaz en hent. Ha setu, eun den euz an Ethiopi, eun eunuk, ministr braz a Gandas, rouanez an Ethiopi, lakeat da c’houarn he zenzoriou holl, hag a oa deuet da Jerusalem evit adori, (28) a oa o tistrei d’ar gear, azezet var he garros, o lenn ar profet Izaias. (29) Neuze ar Spered a lavaraz da Philip : Tosta, ha kea beteg ar c’harros-se. (30) Ha Philip a ziredaz, hag a glevaz anezhan o lenn ar profet Izaias ; hag e lavaraz dezhan : Hag intent a rez-te mad ar pez a lennez ? (31) He-man a respontaz dezhan : Ha penaos ec’h hellfen-me intent, ma ne deu unan-benag d’am c’helen ? Hag e pedaz Philip da zevel, ha da azeza en he gichen. (32) Hogen, ar pennad e oa o lenn euz ar Scritur, a oa he-man : Evel eun danvad eo bet kasset d’ar gigerez ; hag evel eun oan mud dirag an hini a dle hen touza, n’hen deuz ket digoret he c’henou.