plot a oe roet da anaoud dezhan. Hogen, ar re-man a ziwalle noz-deiz an norojou, evit gallout hen laza. (25) Mes an diskibien a gemeraz anezhan en noz, hag hen diskennaz a-hed ar voger, en eur baner.
(26) Ha pa oe erruet Saul en Jerusalem, e klaske en em unani gant an diskibien ; mes holl ho doa aoun arazhan, o veza na gredent ket e oa eun diskibl. (27) Neuze Barnabas a gemeraz anezhan hag hen kassaz d’an ebestel, hag a gontaz dezhe penaos an Aotrou a oa en em ziskouezet dezhan en hent, hag hen doa komzet dezhan ; ha penaos hen doa komzet gant hardiegez en Damas en hano Jesus. (28) Adaleg neuze e oa ganthe, o vond hag o tond en Jerusalem, hag e komze heb aoun en hano an Aotrou Jesus ; (29) komz ha disputi a rea gant ar Greked ; mes ar re-man a glaske an tu da lemmel he vuez diganthan. (30) Pa ouezaz ar breudeur kement-se, e tigasjont anezhan da Cezare, hag hen kasjont da Dars.
(31) Koulskoude, an Ilizou dre an holl Jude, ar C’halile hag ar Samari a oa en peoc’h, o veza edifiet hag o vale en doujans an Aotrou ; hag e creskent dre zicour ar Spered-Santel.
(32) C’hoarvezoud a reaz, pa oa Per ouz ho bizita holl, ma teuaz ive etrezeg ar Zent a oa o choum en Lydda. (33) Hag e kavaz eno eun den, hanvet Eneas, gourvezet var eur gouele eiz vloaz a oa, ha klanv gant ar paralizi. (34) Ha Per a lavaraz dezhan : Eneas, Jesus, ar C’hrist, a iac’ha ac’hanoud ; sav, ha gra da vele. Ha ragtal e savaz. (35) Hag ar re holl a oa o choum en Lydda hag en Saron, a velaz anezhan, hag e tistrojont ouz an Aotrou.
(36) En Joppe e oa eur vaouez diskibl, hanvet Tabitha, da lavaret eo, en grek, Dorcas, (heiezic). Hou-man a rea kalz a ceuvrou mad hag a aluzennou. (37) Kweza a reaz klanv en amzer-ze, hag e varvaz. Ha goude m’ho doe he gwalc’het, e lekejont anezhi en eur gambr huel. (38) Ha dre ma ema Lydda e-kichen Joppe, an diskibien, o veza klevet e oa Per eno, a gassaz daou zen etrezeg enhan d’hen pedi da zond hep dale d’ho c’havout. (39) Per a zavaz, hag a ieaz ganthe. Ha pa oe erruet, e kasjont anezhan er gambr huel ; hag an holl intanvezed a dostaaz outhan, en eur wela, hag en eur diskouez dezhan pegement a zaeou hag a zillad a rea Dorcas, pa oa ganthe. (40) Ha