Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/258

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
249
ACTOU AN EBESTEL, XII.

trou : Ian hen deuz badezet en dour ; mes c’houi a vezo badezet er Spered-Santel. (17) Pa hen deuz roet Doue dezhe ar memeus donezon evel deomp-ni pere hon euz credet en Aotrou Jesus-Christ, piou e oann-me evit enebi ouz Doue ?

(18) Pa ho doe klevet an traou-ze, e rojont peoc’h hag e c’hlorifijont Doue, en eur lavaret : Doue eta hen deuz roet ive d’ar Jentiled ar gonversion, evit m’ho devezo ar vuez.

(19) Ar re a oa bet disperset gant ar bersecution a oa savet divarben Stefan, a ieaz beteg Phenicia, Cyprus hag Antiokia, en eur brezeg ar ger d’ar Judevien, ha da zen all e-bed. (20) Mes darn anezhe, pere a oa tud euz a Cyprus hag euz a Cyren, o veza antreet en Antiokia, a gomzaz ouz ar Greked, o prezeg dezhe Aviel an Aotrou Jesus. (21) Ha dorn an Aotrou a oa ganthe, hag eun niver braz a gredaz hag en em gonvertissaz ouz an Aotrou. (22) Hogen, ar vrud euz a gement-se a zeuaz da ziouskouarn Iliz Jerusalem ; hag e kasjont Barnabas da vond beteg Antiokia. (23) Pa oe erruet, ba pa hen doe gwelet gras Doue, hen doe joa euz a gement-se, hag ho exhortaz holl da choum fidel a-greiz calon d’an Aotrou. (24) Rag eun den mad e oa, eun den leun euz ar Spered-Santel ha leun a feiz, ha kalz a bobl en em unanaz gant an Aotrou.

(25) Neuze Barnabas a ieaz da Dars, da glask Saul ; (26) hag o veza kavet anezhan, e tigassaz anezhan da Antiokia ; hag e-pad eur bloaz leun, en em dastumjont assambles gant an Iliz, hag e rojont deskadurez da galz a dud, hag en Antiokia eo e oe roet da genta d’an diskibien an hano a Gristenien.

(27) En amzer-ze, e tiskennaz profeted euz a Jerusalem da Antiokia. (28) Hag unan anezhe, hanvet Agabus, a zavaz, hag a roaz da anaoud dre ar Spered e vije eur gernez vraz dre ar bed holl ; ha kement-se a c’hoarvezaz en amzer Claud-Cezar. (29) Hag an diskibien a zecidaz kas eun dra~benag, pep hini hervez he c’halloud, evit sicour ar breudeur a choume er Jude. (30) Hag e rejont ive kement-se, o kas ho aluzen d’ar re Ancien dre zaouarn Barnabas ha Saul.


CHABISTR XII.


ER memeus amzer, ar roue Herodes a gommansaz da wall-dreti darn euz an Iliz. (2) Lakaad a reaz da vervel dre