Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/264

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
255
ACTOU AN EBESTEL, XIV.

sambles e sinagog ar Judevien, hag e komzjont en hevelep doare ma credaz eun niver braz eur ar Judevien hag ive euz ar Greked. (2) Mes ar Judevien pere na gredent ket a lakaz drouk e sperejou ar Jentiled a-enep ar breudeur. (3) Choum a rejont koulskoude eno pell amzer, o komz gant hardiegez, abalamour d’an Aotrou, pehini a rente testeni da gomz he c’hras, en eur ober dre ho daouarn burzudou ha miraclou. (4) Mes ar bobl euz ar gear a oe rannet en diou loden ; darn a oe a-du gant ar Judevien, ha darn all gant an ebestel. (5) Hag evel ma c’hoarvezaz eur revolt euz ar Jentiled hag euz ar Judevien, assambles gant ho chefou kenta, evit gwall-dreti an ebestel hag ho laza a daoliou mein, (6) ar re-man, o veza gouezet an dra-ze, a dec’haz da Listra ha da Zerb, keariou euz a Licaonia, ha d’ar vro a zo var-dro, (7) hag eno e prezegjont an Aviel.

(8) Hogen e Listra e oa eun den azezet, mac’hagnet en he dreid ; kam e oa adaleg ma oa ganet, ha n’hen doa biskoas baleet. (9) He-man a zelaoue Paol pehini, o veza arretet he zaou-lagad varnezhan, hag o velet hen doa feiz evit beza iac’heet, (10) a lavaraz gant eur vouez krenv : Sav zoun var da dreid. Kerkent e lampaz, hag e valeaz.

(11) Hag ar bobl, o veza gwelet ar pez hen doa great Paol, a zavaz ho mouez, hag e leverjont en langach Licaonia : Doueou, henvel ouz tud, a zo diskennet en hon zouez. (12) Hag e c’hanvet Barnabas, Jupiter, ha Paol, Mercurius, abalamour maoa he-man a zouge ar gomz. (13) Ha memeus beleg Jupiter, a behini an templ a oa tost d’ho c’hear, a zigassaz koleou-taro ha garlanteziou beteg an nor, hag e felle dezhan offr sacrifis dezhe assambles gant ar bobl. (14) Mes an ebestel Barnabas ha Paol, pa glevjont kement-se, a rogaz ho dillad hag a lammaz e-kreiz ar bobl, en eur grial, hag en eur lavaret : (15) O tud, perag e rit-hu kement-se ? Ni n’ed omp nemed tud, sujet d’ar memeus infirmiteou evel-d’oc’h. Prezeg a reomp deoc’h eur c’helou mad, evit ma teuot da zistrei euz an traou ven-ze d’an Doue beo, hen deuz great an env, an douar hag ar mor, ha kement tra a zo enhe ; (16) pehini en amzeriou tremenet hen deuz lezet an holl nationou da vale en ho henchou ho-unan, (17) petra-benag n’hen deuz ket paouezet da rei testeniou anezhan he-unan, oc’h ober vad, hag en eur rei deomp ar glao euz