Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/266

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
257
ACTOU AN EBESTEL, XV.

sect ar Farizianed, pere ho doa credet, a zavaz, en eur lavaret e oa red circoncisa ar Jentiled ha gourc’hemen dezhe miret lezen Moises.

(6) Neuze an ebestel hag ar re ancien en em dastumaz evit examina an affer-ze. (7) Hag evel ma oa eun disput vraz etrezhe, Per a zavaz, hag a lavaraz dezhe :

Tud breudeur, c’houi a oar penaos pell amzer zo hen deuz Doue va choazet en hon touez, evit ma klevje ar Jentiled dre va genou ger an Aviel, ha ma credjent. (8) Ha Doue, pehini a anavez ar c’halonou, hen deuz roet testeni dezhe, en eur rei dezhe ar Spered-Santel kerkoulz ha deomp-ni ; (9) ha n’hen deuz great differans e-bed etre ni hag int-hi, o veza purifiet ho c’halonou dre ar feiz. (10) Breman eta, perag e tentit-hu Doue, en eur lakaad var chouk an diskibien eur ieo ha n’ho deuz ket gallet hon tadou he zougen, na ni ken neubeud ? (11) Mes ni a gred penaos eo dre c’hras an Aotrou Jesus-Christ e vezimp salvet, ni kerkoulz hag int.

(12) Neuze an assamble holl a davaz, hag e selaouent Barnabas ha Paol, pere a gonte pebeuz miraclou ha burzudou hen doa great Doue dreizhe, e-touez ar Jentiled.

(13) Ha goude m’ho doe ehanet da gomz, Jakes a gomzaz, hag a lavaraz : Tud breudeur, selaouit ac’hanoun : (14) Simon hen deuz discleriet penaos hen deuz Doue commanset da choaz etouez ar Jentiled eur bobl consacret d’he hano ; (15) ha var gement-se en em accord komzou ar brofeted, hervez ma eo scrivet ; (16) Goude-ze, me a zistroio, hag e savin a-nevez tabernacl David, pehini a zo kwezet ; an tammou anezhan a oa bet dispennet a gempennin, hag e lakin anezhan adare en he za ; (17) evit ma vezo klasket an Aotrou gant ar rest euz an dud, ha gant an holl nationou var bere eo bet galvet va hano ; evel-se a lavar an Aotrou, hen deuz great an holl draou-man. (18) Holl oberou Doue a so anavezet ganthan a bep eternite. (19) Dre-ze e sonj d’in na dleer ket ober nec’h d’ar re euz a-douez ar Jentiled a zistro ouz Doue ; (20) mes scriva dezhe en em viret daveza souillet gant an idolou, hag en em ziwall euz an debauch, euz kig al loened mouget, hag euz ar goad. (21) Rag abaoe meur a gant vloaz, ez euz en pep kear, tud hag a brezeg Moises er sinagogou, hag eno e lenner anezhan bep sabbat.

(22) Neuze e oe kavet mad gant