Aotroù a zigoraz he c’halon, evit ma raje evez ouz an traou a lavare Paol. (15) Ha pa oe bet badezet assambles gant tud he zi, e reaz deomp ar beden-man : Mar hoc’h euz kavet ez oun fidel d’an Aotrou, antreit em zi, ha choumit enhan ; hag ober a reaz deomp choum.
(16) Hogen, pa oamp o vond d’al leac’h ma vije great ar beden, en em gavaz ganeomp eur plac’h, hag he devoa eur spered a Biton, hag a c’houneze kalz a arc’hant d’he mistri, oc’h ober micher a zivineres. (17) Honnes, o veza heulliet Paol ha ni, en em lakaz da grial, en eur lavaret : An dud-man a zo servicherien an Doue Holl-C’halloudec, pere a annons deoc’h hent ar zilvidigez. (18) Ober a reaz kement-se e-pad meur a zevez ; mes Paol, o veza skuiz, a zistroaz, hag a lavaraz d’ar spered : Me a c’hourc’hemen d’id en hano Jesus-Christ, mond er meaz euz ar plac’h-se. Hag ez eaz kerkent er meaz anezhi.
(19) Mes pa velaz he mistri ho doa kollet an esperans euz ho gounidegez, e crogjont en Paol hag en Silas, hag e treinjont anezhe d’ar blasen bublic, dirag ar barnerien. (20) Hag e tigasjont anezhe d’ar gouarnerien, en eur lavaret : An dud-man a laka kalz trouz en hon c’hear ; (21) Judevien int, ha deski a reont d’an dud giziou ha n’eo ket permetet deomp ho receo nag ho observi, pa’z eo gwir ez omp Romaned. (22) Neuze ar bobl a zavaz assambles en ho enep, hag ar gouarnerien, goude beza lakeat difreuza ho dillad dezhe, a c’hourc’hemenaz ho skei gant gwialennou. (23) Ha goude ma oe bet roet meur a daol dezhe, e taoljont anezhe er prizon, en eur c’hourc’hemen d’ar jeolier ho diwall mad. (24) He-man, o veza recevet an urz-ze, a lekeaz anezhe er prizon a-ziabarz, hag a ereaz ho zreid gant hualou.
(25) Var-dro hanter-noz, Paol ha Silas a oa o pedi, hag a gane meuleudiou da Zoue, hag ar brizonierien a gleve anezhe. (26) Hag en eun taol e c’hoarvezaz eur gwall-grenamant douar, ken a oe dismantret fondamant ar prizon, ha kerkent an holl dorojou a zigoraz, hag ho liammou dezhe holl a doraz. (27) Neuze ar jeolier, o veza dihunet, pa velaz dorojou ar prizon digor, a dennaz he gleze, hag a oa o vond d’en em laza he-unan, o sonjal e oa tec’het kuit ar brizonierien. (28) Mes Paol a griaz gant eur vouez krenv, en eur lavaret : Na ra droug e-bed d’id da-unan, rag emomp holl aman. (29) Neuze ar