Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/27

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
18
SANT VAZE, X.

euz ar gear-ze, hijit ar boultren euz ho treid. (15) E gwirionez hen lavaran deoc,’h, eassoc’h e vezo da zouar Sodom ha Gomor en deiz ar varn eged d’ar gear-ze.

(16) Setu, e kassan ac’hanoc’h evel denved e-kreiz ar bleizi ; bezit eta prudant evel an aered, ha dizroug evel koulmed. (17) Mes diwallit ouz an dud ; rag ho livra a raint d’an tribunaliou, hag e lakint ho skourjeza er sinagogou ; (18) ha kasset e veot dirag ar gouarnerien, ha dirag ar rouane, abalamour d’in, evit beza da desteni dezhe ha d’an nationou. (19) Mes pa livrint ac’hanoc’h, n’en em likit ket en poan, na penaos na petra a leverot ; rag roet e vezo deoc’h var an heur-ze ar pez ho pezo da lavaret. (20) Rag n’eo ket c’houi eo a gomzo, mes Spered ho Tad eo a gomzo enoc’h. (21) Hogen, ar breur a livro he vreur d’ar maro, hag an tad he vugel ; hag ar vugale a zavo a-enep ho zadou hag ho mamou, hag ho lakaint da vervel. (22) Ha c’houi a vezo kaseet gant an holl, abalamour d’am hano ; mes an hini a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet. (23) Hogen, pa bersecutint ac’hanoc’h en eur gear, tec’hit da eun all ; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, n’ho pezo ket echuet mond dre holl geariou Israel, na vezo deuet Mab an den.

(24) An diskibl n’eo ket huelloc’h eged he vestr, nag ar mevel huelloc’h eged he aotrou. (25) Awalc’h eo d’an diskibl beza evel he vestr, ha d’ar mevel beza evel he aotrou. Mar ho deuz galvet pen an tiegez Beelzebul, pegement mui ne c’halvint-hi ket tud he di ! (26) N’ho pezet ket eta a aoun rag-he ; rag n’euz netra a c’holoet, ha na vezo dizoloet, ha netra a guzet, ha na vezo gouezet. (27) Ar pez a lavaran deoc’h en devalijen livirit-hen er sclerijen ; hag ar pez a lavaran deoc’h en ho skouarn, prezegit-hen var an toennou. (28) Ha n’ho pezet ket a aoun rag ar re a laz ar c’horf ha na hellont ket laza an ene ; mes ho pezet aoun kentoc’h rag an hini a hell koll hag an ene hag ar c’horf en ifern. (29) Ha na verzer ket daou golvan evit eul liard ? Koulskoude hini anezhe na gwezo d’an douar hep bolontez ho Tad. (30) Ar bleo memeus euz ho pen a zo countet holl. (31) N’ho pezet ket eta a aoun ; c’houi a dalv muioc’h eged kalz a c’holvaned. (32) Piou-benag eta a anzavo ac’hanoun dirag an dud, me a anzavo anezhan ive dirag va Zad, pehini a zo en envou.