Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/277

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
268
ACTOU AN EBESTEL, XX.

gnoned dezhan, a gassaz tud d’hen pedi n’ez aje ket d’an theatr. (32) Darn eta a lavare eun dra, ha re all eun dra all ; rag an assamble a oa direizet, hag an darnvuia na ouient ket evit petra e oant deuet assambles.

(33) Neuze e tenjont Alexandr euz a-greiz ar bobl, hag ar Judevien a lake anezhan er pen araog ; hag Alexandr, oc’h ober sin gant he zorn, a felle dezhan ho difen dirag ar bobl. (34) Mes, kerkent ha m’ho doe anavezet e oa eur Judeo, an holl en eur vouez, e-pad div heur, pe var-dro, a griaz : Braz eo Diana an Ephesied !

(35) Neuze ar greffier euz a gear, o veza lakeat ar bobl da choum sioul, a lavaraz : Tud a Ephesus, piou eo eta an den ha na oar ket penaos kear an Ephesied a zo consacret d’an doueez vraz Diana, evit diwall anezhi, hag he imach a zo diskennet euz an env ? (36) Pa’z eo gwir na hell den dislavaret kement-se, e tleit choum sioul, hag heb ober tra e-bed gant buhanegez. (37) Rag an dud-se hoc’h euz digasset aman, n’ho deuz great sacrilach e-bed, na lavaret blasphem e-bed a-enep ho toueez. (38) Mar hen deuz Demetrius hag an artizaned a zo ganthan eur c’hlem-benag da ober a-enep den, ez euz deveziou a audianç ha proconsuled ; ra c’halvo an eil egile d’al lez-varn. (39) Ha mar hoc’h euz eun dra-benag all da c’houlen, ec’h hello kement-se beza decidet en eun assamble hag a vezo hervez al lezen. (40) Rag en danjer omp da veza tamallet a revolt abalamour d’an drouz a zo bet hirio, pa n’euz rezon e-bed dre behini ec’h hellomp rei digarez d’an dud da veza bet en em zavet evel-hen. (41) Ha pa hen doe lavaret kement-se, e kassaz kuit an assamble.


CHABISTR XX.


PA oe ehanet an drouz, Paol a c’halvaz an diskibien d’he gavoud, ha goude beza kimiadet outhe, e partiaz evit mond da Vacedonia.

(2) Goude m’hen doa tremenet dre ar c’hosteziou-ze, ha m’hen doa exhortet ar breudeur dre veur a brezegen, e teuaz d’ar Gres.

(3) Pa oe bet choumet eno tri miz, ar Judevien o veza stignet pechou dezhan, pa oa o vond da embarki evit ar Syri, ar breudeur a oe ali dezhan da zistrei dre ar Macedonia. (4) Hag e oe ambrouget beteg en Azi gant Sopater euz a Verea, Aristark ha Secondus euz a