Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/28

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
19
SANT VAZE, XI.

(33) Mes piou-benag a nac’ho ac’hanoun dirag an dud, me a nac’ho ive anezhan dirag va Zad, pehini a zo en envou.

(34) Na zonjit ket e ven deuet da zigas ar peoc’h var an douar ; n’oun ket deuet da zigas ar peoc’h, mes ar c’hleze. (35) Rag deuet oun da lakaad en dizunvan ar mab gant he dad, hag ar verc’h gant he mam, hag ar verc’h-kaer gant ar vam-gaer. (36) Hag an den hen devezo evit enebourien tud he di he-unan. (37) An neb a gar tad pe vam en tu-all d’in n’eo ket dign ac’hanoun ; hag an neb a gar mab pe verc’h en tu-all d’in, n’eo ket dign ac’hanoun ; (38) hag an neb na gemer ket ke groaz, ha n’am heul ket, n’eo ket dign ac’hanoun. (39) An neb hen devezo miret he vuez, he c’hollo ; mes an neb hen devezo kollet he vuez abalamour d’in, a gavo anezhi.

(40) An neb a receo ac’hanoc’h, a receo ac’hanoun ; hag an neb am receo, a receo an hini hen deuz va digasset. (41) An neb a receo eur profet, en hano a brofet, hen devezo recompans eur profet ; hag an neb a receo eun den just, en hano a zen just, hen devezo recompans eun den just. (42) Ha piou-benag hen devezo roet da eva eur verennad dour iên hep-ken da unan euz ar re vihan-man, abalamour ma’z eo diskibl d’in, e gwirionez hen lavaran deoc’h, na gollo ket he recompans.


CHABISTR XI.


P A hen doe Jesus echuet da rei ar gourc’hemenou-man d’he zaouzec diskibl, ez eaz ac’hane da gelen ha da brezeg en ho c’heariou.

(2) Hogen, Ian, o veza klevet komz er prizon euz a oberou ar C’hrist, a gassaz daou euz he ziskibien da lavaret dezhan : (3) Ha te eo an hini a dle dont, pe dleoud a reomp-ni gortoz eun all ? (4) Ha Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhe : It, ha livirit da Ian ar pez a glevit hag a velit : (5) Ar re dall a vel, ar re gam a vale, ar re lor a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a resussit, hag an aviel a zo prezeget d’ar re baour. (6) Eürus eo an hini n’en em scandalizo ket abalamour d’in.

(7) Evel ma’z eant kuit, Jesus a gommansaz lavaret d’ar bobl divarben Ian : Da velet petra oc’h-hu eat en dezert ? Eur gorzen hijet gant an avel ? (8) Mes da velet petra oc’h-hu eat ? Eun den gwisket gant dillad kaer ? Setu, ar re a zoug dillad kaer a choum en tiez rouane. (9) Petra eta oc’h--