Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/294

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
285
ACTOU AN EBESTEL, XXVII.

zo troet var-zu an avel a zeu euz an Afric, etre an Nord hag ar C’huz-heol, evit gallout tremen ar goanv eno. (13) Hag an avel euz ar c’hreizteiz o veza deuet da c’houeza goustadic, e credjont e teujent a-ben euz ho mennoz, hag o veza savet an heor, e ribljont tost da enez Creta.

(14) Mes eun neubeud goude, e savaz eun avet foll, a c’halver Euroclydon, hag a c’houeze var-zu an aod. (15) Al lestr a oe treinet, hag evel na helle ket harz ouz an avel, hen lezjomp da vond ; (16) ha pa hor boe tremenet izelloc’h eged eun enezen vihan, hanvet Clauda, gant kalz a boan ec’h helljomp derc’hel ar vag. (17) Mes goude m’ho doe savet anezhi, ar vortoloded a reaz usach a zicouriou, oc’h amar al lestr a-zindan gant kerden ; hag o veza m’ho doa aoun da veza taolet var treaz ar Syrt, e tiskenjont ar vernien ; hag e oant douget evel-se. (18) Evel ma oamp gwall-stropet gant ar gwall-amzer, an deiz varlerc’h e taoljont ar gargezon er mor. (19) Hag an trede deiz, e taoljomp paramant al lestr er meaz gant hon daouarn hon-unan. (20) Hag evel n’en em ziskouezaz nag an heol, nag ar stered epad meur a zevez, ha ma skoe eun tempest braz varnomp, e koljomp peb esperans da veza saveteet.

(21) Hogen pell amzer e oat bet hep debri. Neuze Paol, o sevel en he za en ho c’hreiz, a lavaraz dezhe : Dleet e vije bet eta deoc’h va zelaou, goazed, e-leac’h mond kuit euz a Greta, hag hor bije gallet espern ar boan hag ar c’holl-man. (22) Mes breman ho pedan da gemer courach, rag hini ac’hanoc’h na gollo he vuez, ne vezo kollet nemed al lestr. (23) Rag en noz-man, eun eal a-berz an Doue, da behini ez oun-me, hag a zervichan, a zo en em diskouezet d’in, en eur lavaret : (24) N’az pez ket a aoun, Paol ; red eo d’id mond dirag Cezar ; ha setu, Doue hen deuz roet d’id kement hini a zo o naviga assambles ganez. (25) Dre-ze, goazed, kemerit courach ; rag me em euz fizians en Doue penaos e c’hoarvezo evel ma’z eo bet lavaret d’in ; (26) mes red eo deomp beza taolet var eun enezen-benag.

(27) Dre ma oa deuet ar bevarzecved nozvez, ha ma oamp kasset aman hag a-hont var ar mor Adriatik, ar vortoloded, var-dro hanter-noz, a zonjaz dezhe e tostaent ouz eun douar-benag. (28) Hag o veza taolet ar ploum, e kavjont ugent gourad. Goude beza eat eun neubeud pelloc’h,