Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/300

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
291
ROMANED, II.

o tilezel an usach naturel euz ar vreg, ho deuz devet en ho c’hoantou an eil e-kenver egile, o commetti goaz gant goaz traou iffam, hag o receo enhe ho-unan ar recompans a oa dleet d’ho gwall-fazi. (28) Hag, evel n’ho doa sourci e-bed da anaoud Doue, Doue hen deuz livret anezhe da eur spered a zireizted, en hevelep doare ma reont traou mezus. (29) Leun int a bep seurt injustis, a louzdoni, a fallentez, a avaristed a valis ; leun a avi, a vuntrerez, a zisput, a dromplerez, hag a zrougviez ; (30) flaterien, droug-prezegerien, enebourien da Zoue, brutal, ourgouillus, vên, ivanterien fallagriezou, dizent d’ho zadou ha d’ho mammou ; (31) diskiant, disleal, hep karantez naturel, criz, didruez ; (32) pere, evithe da c’houzoud hen deuz Doue barnet dign euz ar maro ar re a ra an traou-ze, a ra anezhe, hag ouzpen-ze a gav mad ar re ho gra.


CHABISTR II.


RAG-SE, piou-benag ez oud, O den, hag en em laka barner, n’euz escus e-bed evidoud ; rag en eur varn ar re-all en em gondaonez da-unan, pa’z eo gwir, te pehini a varn, a ra ive an traou a reont. (2) Rag gouzoud a reomp penaos barnedigez Doue, a-enep ar re a ra ar seurt traou-ze, a zo hervez ar wirionez. (3) Ha te a sonj d’id, O den, pehini a varn ar re a ra ar seurt traou-ze, hag ho gra da-unan, e tec’hi diouz barn Doue ? (4) Pe otramant, ha disprijoud a rez-te pinvidigeziou he vadelez, he batianted hag he hir-c’houzanvedigez, hep gouzoud e c’halv madelez Doue ac’hanoud d’ar gonversion ? (5) Mes dre da galeder ha da galon dizent ouz Doue, e tastumez eun tenzor a goler evit an deiz a goler, an deiz ma vezo discleriet ar varnedigez just a Zoue, pehini a rento da bep hini hervez he oberou, (7) da lavaret eo, ar vuez eternel d’ar re pere, o kenderc’hel da ober ar pez a zo mad, a glask ar gloar, an henor hag an immortalite ; (8) mes kassoni ha coler d’ar re a zo touellet gant eur spered a zisput ha d’ar re a stourm ouz ar wirionez, hag a zent ouz an injustis ; (9) trubuil ha gwall-enkrez da gement den a ra ar pez a zo fall ; (10) d’ar Judeo da genta, ha neuze d’ar Grek ; (11) mes gloar, hag henor ha peoc’h da gement hini a ra ar mad ; d’ar Judeo da genta, ha neuze d’ar Grek ; rag Doue na zell ket ouz apparans an dud.

(12) Ar re holl ho devezo pec’het