Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/301

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
292
ROMANED, II.

heb al lezen, a berisso ive heb al lezen ; hag ar re holl ho devezo pec’het, o kaoud al lezen, a vezo barnet dre al lezen ; (13) rag n’e ket ar re a zelaou al lezen, eo a zo just dirag Doue ; mes ar re a vir al lezen eo a vezo justifiet. (14) Hogen, pa deu ar Jentiled, pere n’ho deuz ket al lezen, da ober, dre natur, an traou commandet gant al lezen, int, pere n’ho deuz ket al lezen, a zalc’h leac’h a lezen dezhe ho-unan ; (15) diskouez a reont ema scrivet en ho c’halon ar pez a zo commandet gant al lezen ; ho c’houstians a rent testeni dezhe, hag ho zonjezonou a damal pe a zifen anezhe ; (16) kement-man a vezo gwelet en deiz ma teui Doue, hervez va Aviel, da varna, dre Jesus-Christ, an oberou secret euz an dud.

(17) Te eta, pehini a zoug an hano a Judeo, hag a fiz var al lezen, hag en em c’hlorifi en Doue ; (18) pehini a anavez he volontez, hag o veza desket dre al lezen, a oar mad petra a zo a-enep al lezen ; (19) pehini a gred beza rener ar re dall, sclerijen ar re a zo en devalijen, (20) doctor ar re diwiziec, mestr-scol an dud simpl, o kaoud ebarz al lezen ar reglen euz ar skiant hag euz ar wirionez ; (21) te eta, pehini a zesk ar re all, n’en em zeskez ket da-unan ! Prezeg a rez na dleer ket laerez, hag e rez laeronsiou ! (22) Lavaret a rez na dleer ket ober avoultriach, hag e rez avoultriach ! Detesti a rez an idolou, hag e laerez an traou sacr ! (23) Te, pehini a denn gloar euz al lezen, a zizhenor Doue, o terri al lezen ! (24) rag hano Doue a zo blasphemet abalamour deoc’h e-touez ar Jentiled, evel ma’z eo scrivet.

(25) Ar circoncision a zo talvoudus, ia, mar mirez al lezen ; mes mar d’oud eun torer euz al lezen, euz a circonciset e teuez da veza dicirconcis. (26) Rag-se, mar deu an den, pehini n’eo ket bet circonciset, da viret gourc’hemenou al lezen, daoust ha na vezo ket tremenet evit eun den circonciset, petra-benag ma’z eo dicirconcis ? (27) Ha mar deu an den a zo dicirconcis adaleg he c’hinivelez, da viret al lezen, condaonet e vi ganthan, te pehini, gant al lizeren euz al lezen hag euz ar circoncision, na zentez ket ouz al lezen. (28) Rag ar gwir Judeo n’eo ket an hini hen deuz an apparans a-ziaveaz hep-ken, hag ar gwir circoncision n’eo ket an hini a vez great er c’hig a-ziaveaz ; (29) mes euz an diabarz eo e vezer Judeo, hag ar gwir circoncision eo hini ar galon, an hini a zo hervez ar spered, ha nann