ober ar pez hen deuz prometet. (22) Abalamour da ze eo e oe countet dezhan kement-se evit justis.
(23) Hogen, n’e ket evithan hepken, eo bet scrivet penaos e oe countet kement-se dezhan evit justis ; (24) mes ive evidomp-ni, da bere e vezo ive countet kement-se, evidomp-ni pere a gred en Hini hen deuz savet a-douez ar re varo Jesus hon Aotrou, (25) pehini a zo bet livret evit hor pec’hejou, hag a zo resussitet evit hon justification.
VEZA eta justifiet dre ar feiz, hon euz ar peoc’h gant Doue, dre hon Aotrou Jesus-Christ, (2) pehini hen deuz lakeat ac’hanomp da gaoud, dre ar feiz, an antre er c’hras-se, en pehini e chomomp stard, ha d’en em c’hlorifia en esperans euz a c’hloar Doue ; (3) ha n’eo ket en kement-se hep-ken, mes en em c’hlorifia a reomp c’hoas en afflictionou, o c’houzout penaos an affliction a zigas ar batianted, (4) hag ar batianted ar vertuz amprouvet-mad, hag ar vertuz amprouvet-mad an esperans. (5) Hogen, an esperans n’ed eo ket tromplus, rag karantez Doue a zo skulliet en hor c’halonou, gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp.
(6) Rag, pa oamp c’hoas hep nerz, ar C’hrist a varvaz en he amzer, evit ar bec’herien. (7) Rag, dies e vefe kavoud eun den contant da vervel en plas eun den just ; marteze c’hoas e rafe unan-benag kement-se evit eun den mad. (8) Mes en kement-man e tiskouez Doue he garantez en hon c’henver-ni ma’z eo marvet ar C’hrist evidomp, pa oamp c’hoas pec’herien. (9) O veza eta justifiet breman dre he oad, kent a ze, e vezimp saivet dre enhan euz ar goler a Zoue. (10) Rag, mar d’omp bet, pa oamp c’hoas inimied, unanet a-nevez gant Doue dre varo he Vab ; kent a ze, o veza dija unanet ganthan, e vezimp salvet dre he vuez.
(11) N’eo ket an dra-ze hep-ken ; mes en em c’hlorifia a reomp en Doue dre hon Aotrou Jesus-Christ, dre behini hon euz recevet breman ar c’hras da veza unanet gant Doue.
(12) Dre-ze, evel ma’z eo dre eun den hep-ken ez eo deuet ar pec’hed er bed, hag ar maro dre ar pec’hed ; evel-se ive ar maro a zo deuet d’en em asten var an holl dud, rag holl ho deuz pec’het. (13) Rag ar pec’hed a oa er bed araog al lezen ; mes ar pec’hed na vez