Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/308

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
299
ROMANED, VII.

ar maro. (22) Mes breman delivret euz ar pec’hed hag esclaved da Zoue, e tennit evit frouez ar zantelez, hag evit fin ar vuez eternel ; (23) rag recompans ar pec’hed eo ar maro ; mes an donezon euz a Zoue eo ar vuez eternel en Jesus-Christ hon Aotrou.


CHABISTR VII.


HA na ouzoc’h-hu ket, Va breudeur, (rag komz a ran da dud hag a anavez al lezen,) ha na ouzoc’h-hu ket penaos al lezen n’he deuz gailoud var an den nemed keit ha ma ema en buez ? (2) Rag ar vaouez pehini a zo dimezet, a zo ereet ouz he ozac’h dre al lezen, keit ha ma choum beo ; mes mar deu an ozac’h da vervel, hi a zo dizereet euz a lezen he ozac’h. (3) Evel-se eta, mar deu, e-pad ma’z eo beo he goaz, da zimezi da eur goaz all, e vezo galvet avoultrez ; mes mar deu he ozac’h da vervel, hi a zo liberet euz al lezen, en hevelep doare ma n’eo ket avoultrez, mar deu da zimezi da eur goaz all. (4) Evel se, va breudeur, c’houi ive a zo maro d’al lezen, dre gorf ar C’hrist, evit beza da eun all, da lavaret eo, d’an hini a zo resussitet a-douez ar re varo, evit ma tougimp frouez da Zoue. (5) Rag pa edomp er c’hig, gwall-ioulou ar pec’hejou, o kemer nerz dre al lezen, a laboure en hon izili, en hevelep doare ma tougent frouez d’ar maro. (6) Mes breman pa’z omp delivret euz al lezen, o veza ma’z orap maro d’al lezen gant pehini e oamp dalc’het, e servichomp Doue en eur spered nevez, ha nann hervez al lizeren, a zo deuet da veza koz.

(7) Petra eta a livirimp-ni ? Ez eo al lezen pen-caoz d’ar pec’hed ? Doue ra viro ! Koulskoude n’am euz anavezet ar pec’hed nemed dre al lezen ; rag n’am bije ket anavezet ar gwall-ioul, ma n’hen divije ket lavaret al lezen : Na c’hoantai ket. (8) Mes ar pec’hed, o veza kemeret occasion euz ar gourc’hemen, hen deuz lakeat enoun a bep seurt gwall-ioulou. Rag anez al lezen, ar pec’hed a zo maro. (9) Rag me a oa beo, pa oann gwech-all heb lezen ; mes pa eo deuet ar gourc’hemen, ar pec’hed hen deuz kemeret buez adare, hag ez oun deuet da vervel ; (10) hag ez eo c’hoarvezet ma eo deuet ar gourc’hemen a dlie rei d’in ar vuez, da rei d’in ar maro. (11) Rag ar pec’hed, o kemer occasion euz ar gourc’hemen, hen deuz touellet ac’hanoun, hag hen deuz va lazet