c’herent, ha va c’hompagnunez er prizon. Braz int etouez an ebestel, hag ouz-pen, credet ho deuz er C’hrist a-raog d’in. (8) Saludit Amplias, va muia-karet en Aotrou. (9) Saludit Urbanus, compagnon euz hon labouriou er C’hrist ; ha Stachys, va muia-karet. (10) Saludit Appelles, pehini a zo bet amprouvet er C’hrist. Saludit ar re euz a di Aristobolus. (11) Saludit Herodion, a zo euz va c’herent. Saludit ar re euz a di Narcissus, pere a zo en Aotrou. (12) Saludit Tryphina ha Tryphosa, pere ho deuz labouret evit an Aotrou. Saludit Persid, ar muia-karet, pehini he deuz labouret kalz evit an Aotrou. (13) Saludit Rufus, choazet gant an Aotrou, hag he vam, pehini a zo ive mam d’in-me. (14) Saludit Asyncritus, Phlegon, Hermas, Patrobas, Hermes, hag ar breudeur pere a zo ganthe. (15) Saludit Philologus ha Julia, Nerea hag he c’hoar, hag Olympia, hag an holl Zent a zo ganthe. (16) En em zaludit an eil egile gant eur pok santel. Ilizou ar C’hrist a zalud ac’hanoc’h.
(17) Koulskoude, ho pedan, breudeur, da ziwall ouz ar re a laka da zevel divisionou ha scandal a-enep an doctrin hoc’h euz desket, ha da bellaad diouthe. (18) Rag ar seurt tud-se na zervichont ket hon Aotrou Jesus-Christ, mes ho c’hov ho-unan ; ha gant komzou kaer ha meulodiou, e tromplont calonou an dud divalis. (19) Rag anavezet eo gant an holl ez oc’h sentus meurbed ; en em rejouissa a ran eta abalamour deoc’h, ha deziroud a ran e vec’h fur e-kenver ar mad ha pur e-kenver an drouk. (20) Hep dale an Aotrou a beoc’h a vrevo Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h ! Amen.
(21) Timoteus, va c’hen-labourer, ha Lucius, ha Jason, ha Sosipater, va c’herent, a zalud ac’hanoc’h.
(22) Me, Tertius, pehini em euz scrivet al lezer-man, a zalud ac’hanoc’h.
(23) Gaius, an hini am receo, hag a receo an Iliz holl en he di, a zalud ac’hanoc’h. Erastus, tenzorier kear, ha Kuartus, hor breur, a zalud ac’hanoc’h.
(24) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo ganeoc’h holl ! Amen.
(25) D’an hini hen deuz ar galloud d’ho krenvaad hervez va Aviel, hag ar pez a zo bet prezeget gant Jesus-Christ, hervez revelation ar myster, dalc’het kuzet e-pad meur a gant vloaz, (26) mes a zo breman dis-