Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/33

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
24
SANT VAZE, XIII.

Setu, da vam ha da vreudeur a zo er meaz, o klask komz ouzid. (48) Mes hen a respontaz hag a lavaraz d’an hini hen doa komzet outhan : Piou eo va mam, ha piou eo va breudeur ? (49) Hag, oc’h astenn he zorn var he ziskibien, e lavaraz : Setu aman va mam ha va breudeur. (50) Rag piou-benag a ra bolontez va Zad pehini a zo en envou, hennes eo va breur ha va c’hoar ha va mam.


CHABISTR XIII.


AN devez-ze, Jesus, o veza eat er meaz euz an ti, a azezaz e-tal ar mor. (2) Hag eur maread braz a dud en em zastumaz var he dro, en hevelep doare ma pignaz var eur vag, hag ec’h azezaz eno ; hag ar bobl a choumaz var an aod. (3) Hag hen a lavaraz dezhe kalz a draou dre barabolennou, o komz evel-hen :

(4) Eun hader a ieaz er meaz evit hada ; hag evel ma hade, lod euz an had a gwezaz a-hed an hent ; hag al lapoused a zeuaz, hag a zebraz anezhan holl. (5) Lod all a gwezaz el leac’hiou meinec, e peleac’h n’hen doa nemeur a zouar ; hag e savaz kerkent, dre ne oa ket doun en douar ; (6) mes, pa zavaz an heol, e oe devet ; ha dre n’hen doa ket a c’hrizien, e sec’haz. (7) Lod all a gwezaz e-touez ar spern ; hag ar spern a greskaz hag a vougaz anezhan. (8) Ha lod all a gwezaz en douar mad, hag a roaz frouez ; darn o rapporti kant kemend all, darn tri-ugent, ha darn all tregont. (9) Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn da glevet.

(10) Hag he ziskibien a dostaaz, hag a lavaraz dezhan : Perag e komzez-te outhe dre barabolennou ? (11) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe : Dre ma’z eo roet deoc’h da anaoud mysteriou rouantelez an envou, mes n’ed eo ket roet dezhe. (12) Rag piou-benag hen deuz, e vezo roet dezhan, hag hen devezo c’hoas muioc’h ; mes piou-benag n’hen deuz ket, e vezo lammet diganthan memeus ar pez hen deuz. (13) Dre-ze eo e komzan outhe dre barabolennou, rag o velet na velont ket, hag o klevet na glevont ket ha na gomprenont ket. (14) Evel-se eo accomplisset enhe profesi Izaias pehini a lavar : C’houi a glevo gant ho tiou-skouarn, ha na gomprenfot ket ; o velet e velfot ha na ziferansfot ket. (15) Rag calon ar bobl-man a zo kaledet ; ho diou-skouarn a zo pounner-glev, hag ho