Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/330

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
321
I. CORINTIED, V.

ive assambles ganeoc’h ! (9) Rag me a zonj penaos Doue hen deuz hon exposet, ni an ebestel, evel an diveza euz an dud, evel tud destinet d’ar maro, o lakaad ac’hanomp da zervichoud da spectacl d’ar bed, d’an elez ha d’an dud. (10) Ni a zo foll abalamour d’ar C’hrist, mes c’houi a zo fur er C’hrist ; ni a zo febl, mes c’houi a zo krenv ; c’houi a zo henoret, mes ni a zo disprijet. (20) Bete vreman ec’h anduromp an naoun hag ar sec’hed, hag emomp en noaz ; hon skei a rer var hon bisach, hag ez omp o redec aman hag a-hont ; (12) poania a reomp, o labourat gant hon daouarn hon-unan ; gwall-gomz a rer ouzomp, hag e vennigomp ; persecuti a rer ac’hanomp, hag her gouzanvomp ; (13) pa zroug-prezeg an dud divar hon fen, ni a bed ; bete vreman emaomp evel skubien ar bed-man, tud disprizet gant an holl.

(14) N’e ket evit ober mez deoc’h eo e scrivan an traou-man ; mes ho kelen a ran evel va bugale muia-karet. (15) Rag, ha pa ho pefe deg mil mestr er C’hrist, n’ho pefe ket koulskoude meur a dad ; rag me eo em euz anjandret ac’hanoc’h en Jesus-Christ, dre an Aviel. (16) Dre-ze ho pedan da gemer exempl ouzin. (17) Abalamour da ze eo em euz kasset d’ho kavout Timoteus, pehini eo va mab muia-karet ha fidel en Aotrou ; hen a zigasso sonj deoc’h euz va henchou er C’hrist, ha penaos e kelennan dre holl, en holl Ilizou. (18) Hogen, hinienou a zo en em c’houezet gant an ourgouil, evel pa na dlejen ket mond d’ho kwelet. (19) Mes mond a rin d’ho kavout hep dale, mar plïj gant an Aotrou, hag ec’h anavezin, n’e ket ar c’homzou, mes ar galloud euz ar re a zo c’houezet. (20) Rag rouantelez Doue n’ema ket er c’homzou, mes er galloud. (21) Penaos eo ar gwella ganeoc’h ? Pe ez afen d’ho kavout gant eur skourjez, pe gant karantez, hag en eur spered a zouster ?


CHABISTR V.


BRUDET eo dre holl penaos ez euz en ho touez dizurzou, ha dizurzou ker braz, ma n’int ket anavezet zo-ken e-touez ar Jentiled ; unan-benag ac’hanoc’h hen deuz kemeret greg he dad. (2) Hag ez oc’h c’hoas c’houezet gant an ourgouil ! Ha n’hoc’h euz ket, kentoc’h, kemeret glac’har, evit ma vije lammet euz ho touez an hini hen deuz great kement-se ? (3) Evidoun-me, absant a gorf, mes pre-