Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/334

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
325
I. CORINTIED, VII.

se ; mes Doue hen deuz hor galvet d’ar peoc’h. (16) Rag ha te a oar, o greg, ha na helli ket salvi da bried ? Pe c’hoas, te, o goaz, ha gouzoud a rez-te ha na helli ket salvi da vreg ?

(17) A-hend-all, ra zeuio pep hini da vale hervez al loden hen deuz recevet digant Doue, hervez ar stad en pehini e oa, pa hen deuz an Aotrou galvet anezhan. Hennes eo ar gourc’hemen a roan en holl Ilizou. (18) Ha galvet eo bet unan-benag goude beza circonciset ? ra choumo circonciset. Ha galvet eo bet unan-benag hag hen dicirconcis ? Ra choumo dicirconcis. (19) Ar circoncision n’eo netra ; an dicirconcision n’eo netra ; mes miret gourc’hemenou Doue eno ema an holl dever. (20) Ra choumo peb unan er stad en pehini e oa pa eo bet galvet. (21) Ha galvet oud bet pa oaz esclav ? na gemer ket a nec’hamant euz a gement-se ; mes mar gellez dond da veza libr, gra kentoc’h da brofit a gement-se. (22) Rag an esclav a zo bet galvet gant an Aotrou, a zo den-libr an Aotrou, hag er memeus doare ive, an hini a zo bet galvet, hag hen libr, a zo esclav ar C’hrist. (23) C’houi a zo bet prenet gant eur priz braz ; na deuit ket da veza esclaved an dud. (24) Breudeur, ra choumo pep hini ac’hanoc’h dirag Doue er stad ma’z eo bet galvet.

(25) Evit ar pez a zell ar gwerc’hezed, n’em euz gourc’hemen ebed a-berz an Aotrou ; mes rei a ran deoc’h eun ali, evel eun den hag hen deuz bet lod en trugarez an Aotrou, evit beza fidel dezhan. (26) Sonjal a ran eta, abalamour d’an afflictionou euz an amzer-man, ez eo eun dra vad d’an den choum er stad en pehini ema. (27) Hag unanet oud gant eur vreg ? na glask ket en em dispartia outhi. Ha n’oud-de ket unanet gant eur vreg ? na glask greg e-bed. (28) Koulskoude mar timezez, na bec’hez ket ; ha mar teu eur verc’hez da zimezi, na bec’h ket ken-neubeud ; mes an dud-se ho devezo afflictionou er c’hig ; ha me a garfe distrei divarnoc’h an afflictionou-ze.

(29) Mes setu aman petra a lavaran, breudeur : An amzer a zo ber haviziken ; ra vezo ar re ho deuz gragez evel pa n’ho defe ket ; (30) ar re a ouel, evel pa na ouelfent ket ; ar re a zo er joa, evel pa ne vent ket er joa ; ar re a brên, evel pa n’ho defe netra ; (31) hag ar re a ra usach euz ar bed-man, evel pa na rafent ket a usach anezhan ; rag skeuden ar bed--