Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/335

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
326
I. CORINTIED, VIII.

man a dremen. (32) Hogen me a garfe e vec’h disourci. An hini n’eo ket dimezet, hen deuz preder evit ar pez a zell ouz an Aotrou, evit plijoud d’an Aotrou. (33) Mes an hini a zo dimezet, a zo troet gant traou ar bed-man, evit plijoud d’he vreg. (34) An differans-man a zo etre eur vreg hag eur verc’hez, ar vaouez n’eo ket dimezet a zo occupet ouz ar pez a zell an Aotrou, evit beza santel a gorf hag a spered ; mes an hini a zo dimezet, a zo troet gant traou ar bed-man, evit plijoud d’he goaz.

(35) Hogen, evit ho mad e lavaran kement-man, ha n’e ket evit stigna pechou deoc’h, mes evit ho tougen d’ar pez a zo deread, ha d’ar pez ho talc’ho stard en Aotrou, hep beza distroet gant tra e-bed.

(36) Koulskoude mar d’euz unan-benag hag a zonj dezhan e vez eun dishenor evit he verc’h tremen he yaouankiz dizimez, hag e vez red he dimezi, grai evel a garo, n’euz pec’hed e-bed evithan ; ra zimezo ar merc’hed. (37) Mes an hini a choum ferm en he galon, heb beza forset gant netra, mes er c’hontrol a zo mestr da ober he volontez he-unan, hag hen deuz decidet en he galon miret he verc’h, a ra mad. (38) Evel-se ’ta, an hini a ro he verc’h da zimezi, a ra mad ; mes an hini n’her ro ket da zimezi, a ra gwelloc’h.

(39) Ar vreg a zo unanet dre al lezen gant he goaz keit ha ma vez he-man en buez ; mes mar deu he goaz da vervel, ez eo libr da zimezi a-nevez d’an hini a garo ; ra zimezo da vihana hervez bolontez an Aotrou. (40) Koulskoude, hervez va zantimant-me, ez eo eürussoc’h, mar choum evel ma ema. Hogen, me a gred ema ive Spered Doue ganen.


CHABISTR VIII.


EVIT ar pez a zell an traou bet offret d’an idolou, ec’h ouzomp penaos hon euz holl an anaoudegez a gement-se. Hogen an anaoudegez a laka an dud d’en em c’houeza, mes ar garantez a edifi. (2) Ha mar d’euz unan-benag hag a sonj dezhan e oar eun dra-benag, ne oar c’hoas netra evel ma tleer gouzout. (3) Mes mar d’euz unan-benag hag a gar Doue, hennes a anavez Doue. (4) Dre-ze eta, var ar pez a zell dibri traou bet offret d’an idolou, ec’h ouzomp penaos eun idol n’eo netra er bed, ha penaos n’ez euz nemed eun Doue hep-ken. (5) Rag,