Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/336

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
327
I. CORINTIED, IX.

petra-benag ma’z euz en env ha var an douar lod hag a zo hanvet doueou (evel m’az euz e gwirionez meur a zoue ha meur a aotrou), (6) koulskoude ni n’hon euz nemed eun Doue hep-ken, an Tad, euz a behini e teu an holl draou, hag ez omp bet crouet evithan ; hag eun Aotrou kep-ken, Jesus-Christ, dre behini ema an holl draou, ha ni a zo dreizhan. (7) Mes an holl n’ho deuz ket an anaoudegez-ze ; rag beza ez euz tud, pere o credi, evel ma reont c’hoas breman, ez eo an idol eun dra-benag, a zebr eun dra evel pa vez bet offret d’an idol ; hag ho c’houstians o veza febl, a vez souillet.

(8) Hogen n’eo ket ar pez a zebromp eo hon rent agreabl da Zoue ; rag mar tebromp n’hon euz profit e-bed a gement-se ; ha mar na zebromp ket, n’hon euz ive koll e-bed. (9) Mes likit evez na zeufe al liberte-ze hoc’h euz, da veza skouer fall d’ar re febl. (10) Rag, mar deu unan-benag da velet ac’hanoud-te, pehini ec’h euz anaoudegez, azezet ouz taol en templ an idolou, an hini a zo febl a goustians, ha na vezo-hen ket douget da zibri euz an traou a zo bet offret d’an idolou ? (11) Hag e vezo kollet dre da wiziegez ar breur febl, evit pehini eo marvet ar C’hrist. (12) Evel-se en eur bec’hi a-enep ar breudeur, hag oc’h offansi ho c’houstians febl, e pec’hit a-enep ar C’hrist. (13) Rag-se, mar deu ar pez a zebran da rei gwall exempl d’am breur, na zebrin mui a gig, gant aoun ne lakfen va breur da gweza er pec’hed.


CHABISTR IX.


HA n’oun-me ket abostol ? Ha n’oun me ket libr ? Ha n’am euz-me ket gwelet Jesus-Christ hon Aotrou ? Ha n’eo ket c’houi eo va labour-me en Aotrou ? (2) Mar n’oun ket abostol d’ar re all, ez oun da vihana evidoc’h-hu ; rag c’houi eo ar ziel euz va abostoliach en Aotrou. (3) Eno ema va difen a-enep ar re a varn ac’hanoun. (4) Daoust ha n’hon euz-ni ket ar gwir da zibri ha da eva ? (5) Daoust ha n’omp-ni ket libr da gas ganeomp dre-holl eur c’hoar, hor pried, evel an ebestel all, ha breudeur an Aotrou, ha Cephas ? (6) Pe c’hoas, daoust ha n’euz nemed me ha Barnabas, ha n’ho defe urz e-bed da choum hep labourat ? (7) Piou a ia morse d’ar brezel divar he goust he-unan ? Piou a blant eur winien, ha na zebr ket euz he frouez ? Pe c’hoas, piou a ro da beuri da eur van-