Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/342

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
333
I. CORINTIED, XII.

vezimp ket condaonet assambles gant ar bed. (33) Rag-se, va breudeur, pa en em dastumit assambles evit dibri, choumit an eil da c’hortoz egile. (34) Ha mar hen deuz unan-benag naoun, ra zebro en he di, evit n’en em assamblot ket evit ho condaonation. Evit an traou all, me ho reglo pa vezin erruet.


CHABISTR XII.


EVIT ar pez a zell an donezonou spirituel, breudeur, ne fell ket d’in e vec’h heb anaoudegez. (2) Gouzoud a rit penaos pa oac’h Jentiled, e oac’h douget d’an idolou mud, hervez ma vijec’h renet. (3) Rag-se e tisclerian deoc’h penaos den e-bed, o komz dre Spered Doue, na lavar ez eo Jesus milliget, ha penaos den na hell lavaret eo Jesus an Aotrou, nemed dre ar Spered-Santel. (4) Hogen, bez’ a zo meur a seurt donezon, mes n’euz nemed eur Spered hep-ken.

(5) Beza ez euz ive meur a seurt kargou mes n’euz nemed eun Aotrou hep-ken ; (6) ne labour ket er memeus feçon en holl, mes ar memeus Doue eo a ra pep tra en holl. (7) Hogen, an donezonou euz ar Spered a zo roet da bep hini evit mad an holl. (8) Rag da unan eo roet dre ar Spered komz ar furnez ; da eun all komz ar wiziegez, dre ar memeus Spered ; (9) unan all a receo ar feiz dre ar memeus Spered ; unan all a receo digant ar memeus Spered an donezon da barea an dud klanv ; (10) unan all, an donezon euz ar miraclou ; unan all, ar brofesi ; eun all ar galloud da anaoud ar sperejou ; eun all ar galloud da gomz meur a seurt langach ; hag unan all, an donezon da rei da intent al langachou. (11) Mes eur Spered hep-ken, hag ar memeus Spered, a ra an holl draou-ze, en eur rei da bep hini he zonezonou, evel ma fell dezhan. (12) Rag evel m’az eo ar c’horf unan, petra-benag m’hen deuz kalz a izili ; hag evel ma ne ra holl memprou ar c’horf-se, petra-benag ma’z int kalz, nemed eur c’horf hep-ken, evel-se ive e c’hoarvez gant ar C’hrist. (13) Rag badezet omp bet holl ebarz er memeus Spered, evit beza eur c’horf hep-ken, ken Judevien, ken Greked, esclavourien ha tud libr ; ha leuniet omp bet holl euz ar memeus Spered. (14) Rag n’eo ket bet great ar c’horf gant eun ezel hep-ken, mes gant meur a hini. (15) Mar teufe an troad da lavaret : Pa n’e ket me eo an dorn, n’ed oun ket euz ar c’horf ; daoust hag hen na vefe ket koulskoude